Hag e lavaras an AOTROU din: Profedet eo ar gaou gant ar brofeded-se em anv. Ne'm eus ket o c'haset, ne'm eus ket roet a garg dezho, ne'm eus ket komzet outo. Gweledigezhioù faos, diouganoù aner ha touelloù eus o c'halon a brofedont deoc'h.
Neuze e lavaras ar profed Jeremiaz d'ar profed Hanania: Selaou Hanania! An AOTROU n'en deus ket da gaset, met lakaet ec'h eus ar bobl-mañ da fiziout er gaou.
An holl vaouezed a zo manet e ti roue Juda a vo kaset er-maez da bennoù roue Babilon, hag e lavarint ez out bet touellet ha trec'het dre da vignoned a beoc'h. Da dreid o deus sanket er fank, hag ez int aet kuit.
Da brofeded o deus bet evidout gweledigezhioù gaouiat hag aner. N'o deus ket dizoloet dit da zrougiezh evit distreiñ da harlu. Met diouganet o deus traoù faos ha touellus.
Mar red un den war-lerc'h an avel, ha mar lavar gevier o lavarout: War ar gwin ha war an evajoù kreñv e roin dit ur brofediezh, hennezh a vo ur profed evit ar bobl-mañ.
Rak an terafim o deus komzoù gaouiat, an divinourien o deus gwelet ar gaou, ober a reont hunvreoù aner, hag e roont ur frealz a netra. Setu perak ez eont kuit evel un tropell deñved, hag ez int glac'haret dre vank a vêsaer.