Jeremiaz 25:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned8 Setu perak evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Dre ma n'hoc'h eus ket selaouet ouzh va c'homzoù, Ver Capítulo |
setu e kasin hag e kemerin holl bobloù an hanternoz, eme an AOTROU, ha Nebukadnezar roue Babilon va servijer, hag o lakain da zont a-enep ar vro-mañ hag a-enep hec'h holl dud hag a-enep an holl vroadoù tro-dro. Hag o lakain da verz, hag e rin anezho ur glac'har hag ur goapaerezh, ur gouelec'h peurbadus.