Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 25:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

30 Profediñ a ri dezho an holl draoù-se: Lavarout a ri: An AOTROU a yudo eus an nec'h, hag a roio da glevout e vouezh eus e chomlec'h santel; yudal a raio a-enep e annezlec'h, leuskel a raio kriadennoù, evel ar re a jaodr er waskerell, a-enep holl dud an douar.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 25:30
25 Referencias Cruzadas  

Hag ar roue a lavaras da Zadok: Adkas arc'h Doue e kêr. Mar kavan trugarez dirak an AOTROU, va c'haso en-dro, hag e tiskouezo din anezhi gant he chomlec'h.


An AOTROU a lavaras dezhañ: Selaouet em eus da bedenn hag ar goulenn ac'h eus graet ouzhin. Santelaet em eus an ti-mañ ac'h eus savet evit lakaat ennañ va anv da viken. Va daoulagad ha va c'halon a vo bepred eno.


Goude-se an aberzhourien Levited a savas hag a vennigas ar bobl, hag o mouezh a voe klevet, hag o fedenn a yeas betek an neñvoù, chomlec'h santel an AOTROU.


An AOTROU a zo e templ e santelezh. An AOTROU en deus e dron en neñvoù, e zaoulagad a sell, e valvennoù a furch mibien an dud.


Bez' eo lec'h va diskuizh, da viken. Enni e vin o chom, rak he dibabet em eus.


Emañ Doue en he c'hreiz ha ne vo ket brañsellet. Doue a ro sikour dezhi adalek distro ar mintin.


Bez' o deus ur binim heñvel ouzh binim an naer, an naer-wiber a serr e zivskouarn,


Neuze an AOTROU a zihunas evel un den a gouske, evel ur brezelour o leuskel kriadennoù gant ar gwin.


En abeg da-se e ouelin war winieg Sibma gant gouel Jaezer, ho tourañ a rin gant va daeroù, Hesbon hag Eleale! Rak kriadenn ar brezel a deuz war ho frouezh ha war hoc'h eostoù.


Ar pobloù o deus tec'het dirak trouz ar safar, ar broadoù a zo en em stlabezet pa'z oas en em savet.


An AOTROU a zeu er-maez evel un den kreñv, atizañ a ra e c'hred evel un den a vrezel, leuskel a ra kriadennoù ha youc'hadennoù, trec'hiñ a ra war e enebourien.


Lec'h hor santual a zo un tron a c'hloar, ul lec'h uhelaet adalek ar penn-kentañ.


Dilezet en deus e dinell evel ul leon yaouank: o bro a zo gwastet, en abeg da wrez an heskiner, en abeg d'e gounnar entanet.


Ar joa hag al levenez a zo aet kuit eus ar parkeier frouezhus hag eus bro Voab, hag em eus hesket ar gwin er gwaskerelloù. Ne vo ken jaodret gant youc'hoù, met kriadennoù a vrezel a vo, ha nann kriadennoù a levenez.


Kerzhout a raint war-lerc'h an AOTROU a yudo evel ul leon. Pa yudo, e teredo ar vibien gant hast eus ar c'huzh-heol.


Rak me a vo evel ul leon evit Efraim, hag evel ul leonig evit ti Juda: Me, me a rogo! Hag ez in kuit. Dougen kuit a rin, hep na vo den da zieubiñ.


An AOTROU a yudo eus Sion, hag e vo klevet e vouezh eus Jeruzalem. An neñvoù hag an douar a vo brañsellet, met an AOTROU a vo ur vodenn evit e bobl hag an nerzh evit mibien Israel.


Lavarout a reas: An AOTROU a yudo eus Sion, hag e lakaio e vouezh da vezañ klevet eus Jeruzalem; peurvanoù ar vêsaerien a vo e kañv, ha lein ar C'harmel a zisec'ho.


Al leon a yud, piv ne sponto ket? An Aotrou AOTROU a gomz, piv ne brofedo ket?


Ra davo pep kig dirak an AOTROU! Rak dihunet eo er-maez eus e chomadur santel.


Sell eus da chomlec'h santel, eus an neñvoù, bennig da bobl Israel hag ar vro ac'h eus roet deomp, evel ma'z poa touet d'hon tadoù, ur vro a zever gant laezh ha mel.


Eus e c’henoù e teu ur c’hleze lemm evit skeiñ ar broadoù, rak gouarn a raio anezho gant ur wialenn houarn hag e wasko beol gwin kounnar daer an Doue holl-c’halloudek.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos