Met an AOTROU a zo ganin evel ur pennden galloudus ha spontus, setu perak e kouezho va heskinerien, ne drec'hint ket, ha dre ma n'o devo ket graet gant furnez, e vint mezhek, ruziañ a raint gant ur vezh peurbadus.
Hag e rin dezho bezañ ur spont evit o gwalleur, dre holl rouantelezhioù an douar, evit bezañ un dismegañs, ur flemmadenn, ur c'hoapadenn, ur vallozh, en holl lec'hioù ma em bo o c'haset.
Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Evel va c'hounnar, evel va fulor a zo bet skuilhet war dud Jeruzalem, evel-se e vo skuilhet va fulor warnoc'h pa viot aet d'an Ejipt. Hag e viot eno ur vallozh, ur souezh, ur c'hoapadenn, un dismegañs, ha ne welot ken al lec'h-mañ.
Doug eta, te ivez, an dismegañs ac'h eus roet da'z c'hoarezed, en abeg da'z pec'hedoù a oa euzhusoc'h eget o re. Int en em gav reishoc'h egedout! Bez eta, te ivez, goloet a vezh, ha doug da zismegañs, pa ec'h eus reishaet da c'hoarezed.
Aotrou, hervez da reizhder, distro da gounnar ha da fulor diouzh kêr Jeruzalem, da venez santel, rak en abeg d'hor pec'hedoù ha da zireizhder hon tadoù, ez eo Jeruzalem ha da bobl un dismegañs d'an holl re a zo en-dro deomp.