Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 23:31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

31 Setu, droug em eus ouzh ar brofeded, eme an AOTROU, a ra gant o zeod o-unan, hag a lavar: Lavaret en deus.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 23:31
12 Referencias Cruzadas  

Sedesia mab Kenaana, o vezañ graet kerniel houarn dezhañ, a lavaras: Evel-henn e komz an AOTROU: Gant ar c'herniel-mañ e vounti ar Siriz betek o distrujañ.


Roue Israel a zastumas pevar c'hant profed, hag e lavaras dezho: Ha mont a raimp d'ar brezel a-enep Ramod-Galaad pe ned in ket? Hag e respontjont: Pign, rak Doue a lakaio anezhi etre daouarn ar roue.


hag a lavar d'an diouganerien: Na welit ket! ha d'ar brofeded: Na brofedit ket ar wirionez, lavarit traoù plijus, profedit touelloù,


Lavarout a reont hep paouez d'ar re am dispriz: An AOTROU en deus lavaret: Ar peoc'h ho po, ha d'an holl re a gerzh hervez kaleter o c'halon: Ne c'hoarvezo droug ebet ganeoc'h.


Setu perak em eus droug ouzh ar brofeded, eme an AOTROU, a laer va c'homzoù an eil digant egile.


Setu, droug em eus ouzh ar re a zo o profediñ huñvreoù faos, eme an AOTROU, a zisklêr anezho hag a ziank va fobl gant o gevier hag o herded. Ne'm eus ket o c'haset, ne'm eus ket roet a garg dezho, en doare ma ne dalvezont da netra evit va fobl, eme an AOTROU.


Neuze e lavaras ar profed Jeremiaz d'ar profed Hanania: Selaou Hanania! An AOTROU n'en deus ket da gaset, met lakaet ec'h eus ar bobl-mañ da fiziout er gaou.


Hag ar profed Hanania a varvas er bloaz-se, d'ar seizhvet miz.


Mar red un den war-lerc'h an avel, ha mar lavar gevier o lavarout: War ar gwin ha war an evajoù kreñv e roin dit ur brofediezh, hennezh a vo ur profed evit ar bobl-mañ.


Met ar profed a vo rok a-walc'h da lavarout em anv un dra bennak n'am befe ket gourc'hemennet dezhañ lavarout, pe a gomzfe en anv doueoù all, ar profed-se a varvo.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos