Da avoultriezh ha da c'hourriziadennoù, brasted da c'hastaouerezh war ar c'hrec'hiennoù ha war ar maezioù, da euzhusted, o gwelet em eus. Gwalleur dit, Jeruzalem! Betek pegoulz e vi dic'hlan?
Hag e lavaras an AOTROU din: Profedet eo ar gaou gant ar brofeded-se em anv. Ne'm eus ket o c'haset, ne'm eus ket roet a garg dezho, ne'm eus ket komzet outo. Gweledigezhioù faos, diouganoù aner ha touelloù eus o c'halon a brofedont deoc'h.
hag a lavaras: O te, leun a bep tromplerezh hag a bep fallentez, mab an diaoul, enebour da bep reizhder, ha ne baouezi ket da zireizhañ hentoù eeun an Aotrou?
Rak dont a raio un amzer ma ne c’houzañvo ket an dud ar gelennadurezh yac’h, met, o c’hoantaat klevout traoù plijus, e tastumint doktored hervez o menozioù,