Jeremiaz 23:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
24 Unan bennak, hag e c'hellfe en em guzhat en ur repu ma ne welfen ket anezhañ? eme an AOTROU. Ha ne leunian ket an neñvoù hag an douar? eme an AOTROU.
Ha gwir e vefe e chomfe Doue war an douar? Setu, an neñvoù, zoken neñvoù an neñvoù ne c'hellont ket da genderc'hel, pegement nebeutoc'h an ti-mañ am eus savet dit?
Met piv en defe ar galloud da sevel dezhañ un ti, pa ne c'hellont ket e genderc'hel an neñvoù ha neñvoù an neñvoù? Ha piv on-me evit sevel dezhañ un ti, ma ne vefe nemet da lakaat da vogediñ dirazañ?
Ha gwir e vefe e chomfe Doue war an douar gant an dud? Setu, an neñvoù, zoken neñvoù an neñvoù ne c'hellont ket da genderc'hel, pegement nebeutoc'h an ti-mañ am eus savet dit?
Evel-henn e komz an Uhel-Meurbet, hag a zo o chom er beurbadelezh, hag a zo santel e anv: Emaon o chom en ul lec'h uhel ha santel, hag ivez gant an den glac'haret hag uvel a spered, evit bevaat spered ar re zilorc'h hag evit bevaat kalon ar re c'hlac'haret.
bras e kuzul, nerzhus e burzhudoù, da zaoulagad a zo digor war holl hentoù mibien an dud, evit reiñ da bep hini hervez e hentoù hag hervez frouezh e oberoù.
Met me am eus diwisket Ezaü ha dizoloet e lec'hioù kuzh, ne c'hello ket en em guzhat. E lignez, e vreudeur hag e amezeien a zo distrujet, ha n'emañ ken.
Hag e lavaras din: Mab an den, hag ec'h eus gwelet ar pezh a ra henaourien ti Israel en deñvalijenn, pep hini en e gambr skeudennoù? Rak e lavaront: An AOTROU ne wel ket ac'hanomp, an AOTROU en deus dilezet ar vro.
Hag e lavaras din: Direizhder ti Israel ha Juda a zo bras dreist pep muzul, hag ar vro a zo leun a wad, kêr a zo leun a falloni. Rak e lavaront: An AOTROU en deus dilezet ar vro, an AOTROU ne wel ket.
Dirazañ holl annezidi an douar a zo kontet evel netra, ober a ra evel ma plij dezhañ, ken gant arme an neñvoù, ken gant annezidi an douar, ha n'eus den hag a c'hellfe herzel ouzh e zorn ha lavarout dezhañ: Petra ac'h eus graet?