Lakaat a reas ur skeudenn gizellet, un idol en doa graet, e ti Doue, daoust m'en doa lavaret Doue da Zavid ha da Salomon e vab: Lakaat a rin da viken va anv en ti-mañ hag e Jeruzalem, am eus dibabet a-douez holl veuriadoù Israel.
Holl bennoù an aberzhourien hag ar bobl a greskas muioc'h-muiañ o fallentez, hervez holl euzhusterioù ar broadoù, hag e saotrjont an ti en doa santelaet an AOTROU e Jeruzalem.
E-touez mibien an aberzhourien, e voe kavet hiniennoù hag o doa kemeret gwragez estren: a-douez mibien Jezua mab Jozadak hag a-douez e vreudeur, Maaseja, Eliezer, Jarib, Gedalia,
Petra e teufe va c'haret-mat d'ober em zi? An engroez-mañ n'emañ ket ennañ, nemet evit ober traoù fall. Hag e vo lamet a-zirazout ar c'hig santel. Pa rez an droug, e laouenaez!
Setu perak evel-henn e komz AOTROU an armeoù diwar-benn ar brofeded: Setu ez an d'ober dezho debriñ huelenn hag evañ dour ampoezonet, rak eus profeded Jeruzalem eo en em skuilhet an dizeoliezh en holl vro.
Va fobl a zo bet evel deñved dianket, o mesaerien o deus kollet anezho, hag o deus graet dezho kantren dre ar menezioù. Aet int eus ur menez d'ur c'hrec'h, hag o deus disoñjet o c'hraou.
Rak mibien Juda o deus graet ar pezh a zo fall dirak va daoulagad, eme an AOTROU, lakaet o deus o euzhusterioù en ti ma'z eo galvet va anv warnañ, evit e saotrañ.
Setu perak e roin o gwragez da reoù all hag o farkeier da berc'henned nevez, rak adalek ar bihanañ betek ar brasañ, pep hini en em ro d'ar gounid dizonest, adalek ar profed betek an aberzhour, holl e reont gant touell.
Sell, AOTROU, gwel da biv ec'h eus graet evel-se! Hag e tebro ar gwragez o frouezh, ar vugaligoù a vailhurent? Hag e vo lazhet an aberzhour hag ar profed e santual an AOTROU?
Lorc'hus e oant eus o c'hinklerezh kaer, met graet o deus gantañ skeudennoù eus o euzhusterioù hag eus o zraoù kasonius. Setu perak em eus graet anezhañ un heug dezho.
Bez' e oa dek den ha tri-ugent a-douez henaourien ti Israel, gant Jaazania mab Shafan en o zouez. Hag en em zalc'hent en o sav dirazo, pep hini un ezañsouer en e zorn, a-belec'h e save ur goabrenn deñval a ezañs.
Hag e tegasas ac'hanon da leurenn an diabarzh eus ti an AOTROU, ha setu, e digor templ an AOTROU, etre ar porched hag an aoter, e oa war-dro pemp den warn-ugent o treiñ o c'hein da dempl an AOTROU, o dremm etrezek ar sav-heol, o stouiñ dirak an heol etrezek ar sav-heol.