Na ouelit ket war an hini a zo marv, na hirvoudit ket evitañ, met gouelit, gouelit war an hini a ya kuit, rak ne zistroio ket ha n'adwelo ket bro e c'hanedigezh.
Rak evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn Shallum mab Jozia roue Juda, a renas war-lerc'h Jozia e dad, hag a zo aet kuit eus al lec'h-mañ: Ne zistroio ken,
An den-se, Konia, hag e vefe ur pod disprizus ha torret, ul lestr na ro ken a blijadur? Perak ez int taolet, eñ hag e lignez, stlapet en ur vro n'anavezont ket?
Me a lakaio da zistreiñ d'al lec'h-mañ, eme an AOTROU, Jekonia mab Jojakim roue Juda, gant an holl harluidi Juda a zo aet da Vabilon, rak terriñ a rin yev roue Babilon.
Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Evel va c'hounnar, evel va fulor a zo bet skuilhet war dud Jeruzalem, evel-se e vo skuilhet va fulor warnoc'h pa viot aet d'an Ejipt. Hag e viot eno ur vallozh, ur souezh, ur c'hoapadenn, un dismegañs, ha ne welot ken al lec'h-mañ.
ha den ne vano ha den ne dec'ho eus nemorant Juda deuet evit chom e bro Ejipt, hag evit distreiñ da vro Juda, e-lec'h e fell d'o ene distreiñ da chom. Ne zistroint ket, nemet un nebeud tec'hidi.