Jeremiaz 22:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
13 Gwalleur d'an hini a sav e di dre an direizhder hag e gambroù uhel dre an dislealder, a laka e nesañ da labourat evit netra, na ro ket dezhañ e c'hopr,
Roue an Ejipt a lakaas Eliakim breur Joakaz da roue war Juda ha war Jeruzalem, hag e troas e anv e Jojakim. Ha Neko a gemeras Joakaz e vreur hag a gasas anezhañ d'an Ejipt.
Pemp bloaz warn-ugent e oa Jojakim pa zeuas da roue, hag e renas unnek vloaz e Jeruzalem. Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU e Zoue.
An hini a akuizit pinvidigezhioù hep reizhder a zo evel ur glujar a c'hor ar pezh n'he deus ket dozvet, lezel a raio anezho e-kreiz e zeizioù, ha d'an diwezh e vo kavet diskiant.
Setu perak evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn Jojakim mab Jozia roue Juda: Ne vo ket gouelet warnañ en ur lavarout: Siwazh va breur, siwazh va c'hoar! Ne vo ket gouelet warnañ en ur lavarout: Siwazh aotrou, siwazh meurdez!
Hag e tostain ouzhoc'h evit ar varnedigezh, hag ec'h hastin testeniañ a-enep ar sorserien, a-enep an avoultrerien, a-enep ar re a dou e gaou, ar re a zalc'h gopr al labourer, a wask an intañvez hag an emzivad, a noaz d'an diavaeziad, ha na zouj ket ac'hanon, eme AOTROU an armeoù.
Setu, gopr al labourerien o deus medet en ho parkeier hag hoc’h eus dalc’het a gri, ha kriadennoù ar vederien a zo deuet betek divskouarn Aotrou an armeoù.