Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 13:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

24 Setu perak e stlabezin anezho evel ar plouz kaset kuit dre avel ar gouelec'h.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 13:24
19 Referencias Cruzadas  

Ne vo ket evel-se gant ar re zrouk; met e vint evel ar plouz a zo kaset pell gant an avel.


Ar broadoù a ra safar evel ar safar eus kalz a zoureier, met Eñ a c'hourdrouz anezho, hag e tec'hont pell, kaset kuit evel plouz ar menezioù gant an avel, evel poultr gant ar barr-amzer.


O gwentañ a ri, an avel o c'haso anezho, ar barr-amzer o stlabezo. Ha te a laouenaio en AOTROU, hag e kavi da c'hloar e Sant Israel.


Hag e stlabezin anezho dirak an enebour evel gant avel ar sav-heol, hag e troin kein dezho, ne sellin ket outo da zeiz o glac'har.


O stlabezañ a rin e-touez ar broadoù n'o deus ket anavezet, nag int nag o zadoù, hag e kasin war o lerc'h ar c'hleze, betek ma em bo kuzumet anezho.


An AOTROU en deus diskaret an holl dud kreñv em c'hreiz. Galvet en deus un emvod em enep, evit distrujañ va zud yaouank. An AOTROU en deus jaodret er waskell ar werc'hez merc'h Juda.


An holl dec'hidi eus e holl armeoù a gouezho dre ar c'hleze, hag e stlabezin an nemorant d'an holl avelioù. Hag e ouiot ez on me an AOTROU am eus komzet.


Un drederenn ac'hanout a varvo gant ar vosenn hag a vo kuzumet gant an naonegezh en da greiz; un drederenn a gouezho gant ar c'hleze tro-dro dit; un drederenn a stlabezin d'an holl avelioù, hag e tennin ar c'hleze war o lerc'h.


Un drederenn a zevi en tan e kreiz kêr, pa vo peursevenet deizioù ar seziz; un drederenn a skoi gant ar c'hleze tro-dro dezhi; an drederenn diwezhañ a stlabezi en avel, hag e tennin ar c'hleze war o lerc'h.


Koulskoude e lezin un nemorant ac'hanoc'h, a dec'ho dirak ar c'hleze e-touez ar broadoù, pa viot stlabezet e meur a vro.


Setu perak e vint evel goabrenn ar beure, evel glizhenn ar beure o tec'hout, evel ar pell kaset gant an avel diwar al leurenn, evel ar vogodenn o vont kuit dre ar siminal.


hag ho stlabezin e-touez ar broadoù hag e tennin ar c’hleze war ho lerc’h. Ho pro a vo dismantret hag ho kêrioù didud.


a-raok ma c'hano an urzh, ha ma tremeno an deiz evel ur bellenn, a-raok ma teuio deiz kounnar an AOTROU warnoc'h, a-raok ma teuio deiz kounnar an AOTROU warnoc'h!


Kouezhañ a raint dindan troc’h ar c’hleze ha kaset e vint da sklaved e-touez an holl vroadoù. Jeruzalem a vo mac’het gant ar vroadoù betek ma vo peurleuniet amzerioù ar vroadoù.


An AOTROU a stlabezo ac'hanout e-touez an holl bobloù, adalek penn an douar betek dibenn an douar, hag e serviji eno doueoù all na'z po ket anavezet, na te na da dadoù, koad ha maen.


Me a lavarfe: O stlabezañ a rin, hag e tiverkin o eñvor a-douez an dud!


An AOTROU a stlabezo ac'hanoc'h e-touez ar broadoù, ha ne vanot nemet un niver bihan e-touez ar pobloù e-lec'h ma kaso an AOTROU ac’hanoc’h.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos