Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 11:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Petra e teufe va c'haret-mat d'ober em zi? An engroez-mañ n'emañ ket ennañ, nemet evit ober traoù fall. Hag e vo lamet a-zirazout ar c'hig santel. Pa rez an droug, e laouenaez!

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 11:15
29 Referencias Cruzadas  

Met Doue a lavar d'an den drouk: Ha dit-te eo da zibunañ va lezennoù, da gaout va emglev en da c'henoù?


Diskouezet ec'h eus da'z pobl traoù kalet. Roet ec'h eus deomp da evañ ur gwin mezvus.


Ober an droug eo levenez an amoeded, ar furnez eo hini an den poellek.


Aberzh ar re zrouk a zo un euzhusted evit an AOTROU, met pedenn an dud reizh a zo plijus dezhañ.


a vez laouen oc'h ober an droug, a gav plijadur e fallentez an hini drouk,


Aberzh ar re zrouk a zo un euzhusted, pegen muioc'h pa zegasont anezhañ gant mennadoù fall!


evel-se eo an hanter gounnaret a daol glaou, biroù hag ar marv,


Mar distro unan bennak e skouarn evit na selaouo ket al lezenn, e bedenn zoken a zo un euzhusted.


Evel-henn e komz an AOTROU: Pelec'h emañ ar skrid a dorr-dimeziñ eus ho mamm, am eus kaset kuit anezhi drezañ? Piv eo an hini eus va c'hredourien am eus gwerzhet ac'hanoc'h dezhañ? Setu, en abeg d'ho pec'hedoù ez oc'h bet gwerzhet, en abeg d'ho mankoù eo bet kaset kuit ho mamm.


Dilezet em eus va zi, dilaosket em eus va hêrezh, roet em eus ar pezh a gare va ene da zaouarn hec'h enebourien.


Da avoultriezh ha da c'hourriziadennoù, brasted da c'hastaouerezh war ar c'hrec'hiennoù ha war ar maezioù, da euzhusted, o gwelet em eus. Gwalleur dit, Jeruzalem! Betek pegoulz e vi dic'hlan?


Hag an AOTROU a lavaras din: Pa en em zalc'hfe Moizez ha Samuel dirazon, va ene ne vefe ket douget etrezek ar bobl-mañ. Kas anezho kuit a-zirak va dremm, ma'z aint kuit.


Kae ha youc'h ouzh divskouarn Jeruzalem, o lavarout: Evel-henn e komz an AOTROU: Soñj am eus ac'hanout, eus hegarated da yaouankiz, eus karantez da zimeziñ, pa zeues war va lerc'h er gouelec'h, en un douar na veze ket hadet.


Ar profed hag an aberzhour a zo dizeol. Betek em zi e kavan o drougiezh, eme an AOTROU.


Distroit, mibien adfeilherien, eme an AOTROU, rak me eo hoc'h ozhac'h. Ho kemer a rin, unan eus ur gêr, daou eus un tiegezh, hag ho tegasin en-dro da Sion.


Hag em eus gwelet penaos, petra bennak ma em eus kaset kuit Israel an adfeilherez en abeg d'hec'h avoultriezh, ha ma em eus roet dezhi he skrid a dorr-dimeziñ, Juda ar c'hanazez n'he deus ket bet aon, hag eo en em roet d'ar gasterezh hi ivez.


Hag an AOTROU a lavaras din: Kae c'hoazh, kar ur vaouez karet gant ur mignon hag avoultrerez, evel ma kar an AOTROU mibien Israel, a dro etrezek doueoù all hag a gar gwestell rezin.


Ar roue, o vezañ deuet evit gwelout ar re a oa ouzh taol, a welas eno un den n’en doa ket gwisket un dilhad eured.


Pa welas Jezuz, e krias hag, ouzh en em deurel d’e dreid, e lavaras a vouezh uhel: Petra a zo etre me ha te, Jezuz, Mab an Doue Uhel-Meurbet? Me az ped, na boagn ket ac’hanon.


Gwir eo ez int enebourien e-keñver an Aviel abalamour deoc’h, met e-keñver an dibaberezh, ez int karet abalamour d’o zadoù,


n’en em laouena ket eus an direizhder, met en em laouena eus ar wirionez,


Pep tra a zo glan evit an hini a zo glan, met n’eus netra glan evit ar re zic’hlan hag evit ar re zifeiz, er c’hontrol, o skiant hag o c’houstiañs a zo huduraet.


Met bremañ e kavit gloar en ho fougeoù. Pep fouge a seurt-se a zo fall.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos