Pa welas holl Israel ne selaoue ket ar roue anezho, e respontjont d'ar roue o lavarout: Peseurt lodenn hon eus gant David? N'hon eus hêrezh ebet gant mab Jese! Pep hini d'e deltennoù, Israel! Ha bremañ, David, pourvez da'z ti! Evel-se, holl Israel a yeas d'e deltennoù.
Met Josheba, merc'h ar roue Joram, c'hoar Akazia, a gemeras Joaz mab Akazia, hag e laeras anezhañ a-douez mibien ar roue a lakaed d'ar marv, hag e kuzhas anezhañ ouzh daoulagad Atalia, eñ gant e vagerez, e sal ar gweleoù, ha ne voe ket lakaet d'ar marv.
Ha bremañ e teu d'ho soñj derc'hel dirak rouantelezh an AOTROU, a zo etre daouarn mibien David. C'hwi a zo un niver bras, ha ganeoc'h emañ al leueoù aour en deus graet deoc'h Jeroboam evit bezañ ho toueoù.
Koulskoude en abeg d'an emglev en doa graet gant David, ne fellas ket d'an AOTROU distrujañ ti David, hervez ar gomz en doa lavaret da reiñ ul lamp dezhañ ha d'e vibien, da viken.
Hag an AOTROU e Zoue a lakaas anezhañ etre daouarn roue Siria. Ar Siriz a drec'has warnañ hag a dapas un niver bras a brizonidi, a voe kaset da Zamask. Lakaet e voe ivez etre daouarn roue Israel, a reas dezhañ ur c'holl bras.
Hag e c'hoarvezas e deizioù Akaz mab Ozia, roue Juda, penaos Rezin, roue Siria, ha Pekak mab Remalia, roue Israel, a bignas a-enep Jeruzalem evit he sezizañ. Met ne c'helljont ket he zrec'hiñ.