Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Izaia 39:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Hag e teuas ar profed Izaia da gavout ar roue Ezekiaz, hag e lavaras dezhañ: Petra o deus lavaret an dud-se? A-belec'h ez int deuet da'z kavout? Ezekiaz a respontas: Deuet int da'm c'havout eus ur vro bell, eus Babilon.

Ver Capítulo Copiar




Izaia 39:3
15 Referencias Cruzadas  

An AOTROU a gasas Natan da gavout David, hag e teuas d'e gavout hag e lavaras dezhañ: Bez' e oa daou zen en ur gêr, unan pinvidik hag egile paour.


En amzer-se Hanani ar gwelour a zeuas da gavout Asa roue Juda, hag e lavaras dezhañ: Dre ma'z out en em harpet war roue Siria ha ma ned out ket harpet war an AOTROU da Zoue, arme roue Siria he deus tec'het diouzh da zorn.


Jehu mab ar gwelour Hanani a yeas en arbenn d'ar roue Jozafad, hag e lavaras dezhañ: Hag eo ret sikour un den fall? Enebourien an AOTROU eo a garez? En abeg da-se an AOTROU a zo kounnaret a-enep dit.


Neuze kounnar an AOTROU a entanas a-enep Amazia, hag e kasas etrezek ennañ ur profed a lavaras dezhañ: Perak ec'h eus klasket doueoù ar bobl-se, pa n'o deus ket gellet dieubiñ o fobl eus da zorn?


En amzer-se e voe Ezekiaz klañv da vervel. Ar profed Izaia mab Amoz a zeuas d'e gavout hag a lavaras dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Laka urzh e-barzh da di, rak mont a rez da vervel ha ne vevi ken.


Kae ha lavar da Ezekiaz: Evel-henn e komz an AOTROU, Doue David da dad: Klevet em eus da bedenn, gwelet da zaeroù, setu e lakaan pemzek vloavezh ouzhpenn war da zeizioù.


Neuze e lavaras: Petra o deus gwelet ez ti? Ezekiaz a respontas: Gwelet o deus kement a zo em zi, n'eus netra em zeñzorioù ha na'm eus ket diskouezet dezho.


Roit da glevout kement-mañ d'ar broadoù, setu, henn embannit a-enep Jeruzalem: Sezizerien a zeu eus ur vro bell, hag e laoskont kriadennoù a-enep kêrioù Juda.


Setu, e tegasin a-enep deoc'h ur vroad eus a-bell, ti Israel, eme an AOTROU. Ur vroad c'halloudus eo, ur vroad kozh, ur vroad n'anavezi ket he yezh ha na glevi ket ar pezh a lavaro.


Setu mouezh merc'h va fobl, o krial eus ur vro bell: Ha n'emañ ken an AOTROU e Sion? Ha n'emañ ken he roue en he c'hreiz? Perak o deus va imoret gant o skeudennoù kizellet, gant mogidelloù an diavaezidi?


An AOTROU a lakaio da sevel a-enep dit eus pell, eus pennoù an douar, ur bobl a nijo avel an erer, ur bobl na gompreni ket he yezh,


Mont a rejont da gavout Jozue e kamp Gilgal hag e lavarjont dezhañ ha da dud Israel: Deuet omp eus ur vro bell, ha bremañ grit un emglev ganeomp.


Hag e lavarjont: Da servijerien a zeu eus ur vro gwall bell, en abeg da anv an AOTROU da Zoue, rak klevet hon eus e vrud ha kement en deus graet en Ejipt,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos