A! Broad pec'herez, pobl bec'hiet a zireizhder, gouenn drouk, mibien aet brein! Dilezet o deus an AOTROU, disprizet o deus Sant Israel, en em zistroet int war-dreñv.
Atizañ a rin an Ejipsian a-enep an Ejipsian, hag e stourmint, pep hini a-enep e vreur, pep hini a-enep e amezeg, kêr a-enep kêr, rouantelezh a-enep rouantelezh.
degemeret eo bet donezonoù en da greiz evit skuilhañ gwad, kemeret ac'h eus kampi hag uzurerezh, diwisket ac'h eus da nesañ gant feulster, ha me, va ankounac'haet ec'h eus, eme an Aotrou AOTROU.
He fennoù a varn evit profoù, hec'h aberzhourien a gelenn evit ur gopr, he frofeded a ziougan evit arc'hant, hag en em harpont war an AOTROU o lavarout: Ha n'emañ ket an AOTROU en hon touez? Ar gwalleur ne zeuio ket warnomp!
An den mat a zo aet kuit eus an douar, ha n'eus den reizh ken e-touez an dud. Emañ an holl e ged evit skuilhañ ar gwad, pep hini a stegn pechoù d'e vreur gant e roued.
Rak n'espernin ken tud ar vro, eme an AOTROU, ha setu e lakain an dud etre daouarn an eil egile hag etre daouarn o roue. Bruzunañ a raint ar vro, ha ne zieubin ket eus o daouarn.
Hag e tostain ouzhoc'h evit ar varnedigezh, hag ec'h hastin testeniañ a-enep ar sorserien, a-enep an avoultrerien, a-enep ar re a dou e gaou, ar re a zalc'h gopr al labourer, a wask an intañvez hag an emzivad, a noaz d'an diavaeziad, ha na zouj ket ac'hanon, eme AOTROU an armeoù.
Hiniennoù en em lakaas da grañchat outañ, da c’holeiñ e zremm ha da reiñ dezhañ taolioù-dorn o lavarout dezhañ: Diougan! Hag ar vevelien a roe karvanadoù dezhañ.
Setu, gopr al labourerien o deus medet en ho parkeier hag hoc’h eus dalc’het a gri, ha kriadennoù ar vederien a zo deuet betek divskouarn Aotrou an armeoù.