Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Izaia 3:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Rak emañ an Aotrou, AOTROU an armeoù, o vont da lemel eus Jeruzalem hag eus Juda pep sikour ha pep skoazell, pep sikour a vara, pep sikour a zour,

Ver Capítulo Copiar




Izaia 3:1
19 Referencias Cruzadas  

D'an navet deiz eus ar pevare miz, e voe rust an naonegezh e kêr, ha ne oa ken a vara enni evit pobl ar vro.


Galvet en deus ar gernez war an douar, ha torret holl sikour bara.


Abalamour da-se, setu ar pezh a lavar an Aotrou, AOTROU an armeoù, Galloudeg Israel: A! Plijadur am bo eus va stourmerien, hag en em veñjiñ a rin eus va enebourien!


Paouezit d'en em harpañ war an den, n'en deus nemet ur c'hwezhadenn en e zifron, rak petore van a c'heller ober outañ?


Lavarout a ra an AOTROU: Dre ma'z eo lorc'hus merc'hed Sion, ha ma kerzhont ar gouzoug astennet, oc'h ober sin gant o daoulagad, dre ma kerzhont a gammedoù bihan, o lakaat da dintal o c'helc'hioù-treid,


Rabshake a lavaras dezho: Hag eo davet da vestr pe davedout en deus va c'haset va mestr evit lavarout an traoù-se? Ha n'eo ket etrezek an dud a zo war ar voger, a zo o tebriñ o mon hag oc'h evañ o zroazh ganeoc'h?


Va fobl a zo kaset da sklav, dre vank a anaoudegezh, he noblañs a varv gant an naon, hec'h engroez a zisec'h gant ar sec'hed.


Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU da Zoue, a zifenn kaoz e bobl: Setu em eus kemeret eus da zorn an hanaf-mezevelliñ, hanaf va c'hounnar. Ne evi ken dioutañ en amzer da zont,


Manase a-enep Efraim, Efraim a-enep Manase, o-daou a-enep Juda, ha ne zigounnar ket, e zorn a zo atav astennet.


Ar roue Sedesia a c'hourc'hemennas ma vije miret e porzh an toull-bac'h ha ma vije roet dezhañ ur varaenn eus straed ar Varaerien, betek ma vije debret holl varaoù kêr. Evel-se e chomas Jeremiaz e porzh an toull-bac'h.


O aotrou roue! An dud-se o deus graet fall e kement tra o deus graet d'ar profed Jeremiaz, en ur deurel anezhañ er puñs. Mervel a raio gant an naon el lec'h-mañ, pa n'eus ken a vara e kêr.


En abeg da gounnar an AOTROU a-enep Jeruzalem hag a-enep Juda e c'hoarvezas ma tistaolas anezho diwar e zremm. Ha Sedesia en em savas a-enep roue Babilon.


D'ar pevare miz, d'an navet eus ar miz, e voe rust an naonegezh e kêr, ha ne oa ken a vara enni evit pobl ar vro.


Evet hon eus hon dour a briz arc'hant, ha da baeañ hon eus evit ma teu deomp hor c'hoad.


Mab an den, ma pec'h ur vro a-enep din oc'h ober dislealded, ma astennan va dorn en hec'h enep, ma torran bazh ar bara enni, ma kasan dezhi an naonegezh, ma laman diouti tud ha loened,


Pa dorrin deoc’h bazh ar bara, dek gwreg a boazho bara en ur forn hepken hag a roio deoc’h ho para dre bouez, hag e tebrot ha n’ho po ket ho kwalc’h.


Ha me am eus kaset deoc'h naeter a zent en hoc'h holl gêrioù, ha diouer a vara en hoc'h holl diez. Ha n'oc'h ket distroet ouzhin, eme an AOTROU.


Perak e laoskez bremañ kriadennoù? Ha n'eus roue ebet ez kreiz? Ha marv eo da guzulier, evit ma'z eo kroget ar boan ennout, evel er wreg o wilioudiñ?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos