Ha me, setu, a ya da zegas al liñvadenn-veur war an douar, evit distrujañ kement kig en deus c'hwezhadenn a vuhez dindan an neñvoù. Kement a zo war an douar a varvo.
Ra vo ar c'homzoù-se, am eus pedet an AOTROU ganto, dirak an AOTROU hon Doue deiz ha noz, evit ma roio e wir d'e servijer hag he gwir d'e bol Israel, hervez an ezhomm pemdeziek,
Me an AOTROU am eus da c'halvet evit ar reizhder; kregiñ a rin ez torn, da ziwall a rin, me a raio dit bezañ un emglev d'ar bobl, ur sklêrijenn d'ar broadoù,
Skuilhañ a rin doureier war an hini en deus sec'hed, ha stêrioù war an douar disec'h. Skuilhañ a rin va Spered war da lignez, ha va bennozh war da ziskennidi.
Betek ho kozhni e chomin an hevelep hini, betek ho kozhni gwenn e skoazellin ac'hanoc'h. Graet em eus kement-se dija, hag ho tougin c'hoazh, ho skoazellin hag ho tieubin.
Evel-henn e komz an AOTROU: Da selaouet em eus en amzer dereat, da sikouret em eus en deiz ar silvidigezh; da ziwall a rin, da lakaat a rin da vezañ va emglev gant ar bobl, evit adsevel ar vro, evit lodennañ an hêrezhioù dismantret,
degas a rin anezhi en glac'har, ne vo ken troc'het na palaret, an drez hag ar spern a gresko enni, gourc'hemenn a rin d'ar c'houmoul, chom hep lezel ar glav da gouezhañ warni.
An AOTROU a reno ac'hanout dalc'hmat, e walc'h a roio da'z ene er sec'hded, reiñ a raio nerzh da'z eskern, hag e vi evel ul liorzh douraet, evel ur vammenn ha na vank ket he doureier.
Hag e lakain va spered ennoc'h, hag e vevot, hag hoc'h adlakain en ho pro. Hag e ouiot ez on me an AOTROU am eus komzet, hag am eus graet, eme an AOTROU.