Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Izaia 16:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Ra vo o chom an dec'hidi ez kichen, o Moab. Bez evito ur repu dirak an distrujer, rak ar gwaskerezh en deus paouezet, an distruj a zo echuet, ar re a vac'he ar vro a zo kuzumet.

Ver Capítulo Copiar




Izaia 16:4
22 Referencias Cruzadas  

e tistagi ar c'hrennlavar-mañ a-enep roue Babilon, hag e lavari: Penaos en deus echuet ar gwasker? Penaos en deus echuet c'hoantidigezh an aour?


Doureier Nimrim a vo ur glac'har, ar foenneg a vo disec'h, ar geot a vo kuzumet, ne vo ken a c’hlasvez.


Rak dorn an AOTROU en em lakaio war ar menez-mañ, ha Moab a vo mac'het dindanañ, evel ma vez mac'het ar plouz en ur poull teil.


Gwalleur dit, te hag a zistruj ha n'out ket bet distrujet, hag a douell ha n'out ket bet touellet! Pa vo echu ganit distrujañ e vi distrujet, ha pa vo echu ganit touellañ e vi touellet.


Lakaat a rin da waskerien da zebriñ o c'hig o-unan, hag en em vezvint gant o gwad evel gant gwin dous. Ha pep kig a ouezo ez on me an AOTROU da Salver, da Zasprener ha Galloudeg Jakob.


Ankounac'haet ec'h eus an AOTROU da grouer, en deus astennet an neñvoù ha diazezet an douar, evit krenañ dibaouez, bemdez, dirak fulor ar gwasker, evel ma vefe war-nes distrujañ. Ha pelec'h eta emañ fulor ar gwasker?


Startaet e vi er reizhder, pell e vi diouzh ar gwaskerezh, ha na'z po ket da gaout aon, pell e vi diouzh ar spont, rak ne dostaio ket ouzhit.


rann da vara gant an naoneg, degemer ez ti an ezhommeien o kantreal, gwisk an den a welez en noazh, n'en em guzh ket ouzh da nesañ.


Pep botez a zo douget gant ar brezelour er veskadeg, hag an dilhad ruilhet er gwad, a vo devet ha lonket gant ar flammoù.


Ti David, evel-henn e komz an AOTROU: Roit gwir adalek ar beure, dieubit an hini gwasket eus daouarn ar mac'homer, gant aon na zeufe va c'hounnar da darzhañ evel un tan, ha na entanfe hep ma vefe den d'e vougañ, en abeg da zrougiezh hoc'h oberoù.


An holl Yuzevien ivez a oa e Moab, e-touez mibien Ammon, en Idumea, en holl vroioù-se, o vezañ klevet en doa roue Babilon lezet un nemorant e Juda, ha lakaet da c'houarnour warno Gedalia mab Ahikam mab Shafan,


Diskenn eus da c'hloar hag azez war an douar krazet, annezadez, merc'h Dibon! Rak distrujer Moab a bign a-enep dit, diskaret en deus da greñvlec'hioù.


An distrujer a yelo en holl gêrioù, ha kêr ebet na dec'ho. An draonienn a vo rivinet hag ar blaenenn a vo distrujet, hervez ar pezh en deus lavaret an AOTROU.


n'en em zalc'h ket er c'hroashentoù, evit lazhañ he zec'hidi; na zroukro ket he re chomet bev en deiz an estrenvan


Bez' e vint evel tud kadarn o vac'hañ fank ar straedoù en emgann. Stourm a raint, rak an AOTROU a zo ganto, hag ar varc'hegerien a vo mezhek war o c'hezeg.


Hag e kampin en-dro da'm zi en abeg d'an arme hag en abeg d'ar re a zo o vont hag o tont. Ar gwasker ne dremeno ken warno, rak bremañ e sellan outi gant va daoulagad.


Ha mac'hañ a reot ar re zrouk, rak evel ludu e vint dindan solioù ho treid en deiz ma kempennan, eme AOTROU an armeoù.


Kouezhañ a raint dindan troc’h ar c’hleze ha kaset e vint da sklaved e-touez an holl vroadoù. Jeruzalem a vo mac’het gant ar vroadoù betek ma vo peurleuniet amzerioù ar vroadoù.


Hep dale an Doue a beoc’h a friko Satan dindan ho treid. Gras hon Aotrou Jezuz-Krist ra vo ganeoc’h! Amen.


Ne heskini ket ar mevel paour hag ezhommek, a-douez da vreudeur pe a-douez an diavaezidi a vo ez pro hag e-barzh da zorojoù.


Lez ar porzh a zo a-ziavaez an templ ha na vuzul ket anezhañ, rak roet eo bet d’ar broadoù. Int a vac’ho gant o zreid ar gêr santel e-pad daou viz ha daou-ugent.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos