Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Hebreed 8:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Mar bije-eñ war an douar, ne vije ket beleg zoken, o vezañ ma ez eus beleien a ginnig ar profoù hervez al lezenn

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

4 Rag ma vije‐hen var an douar, na vije ket memeus beleg, o veza ma’z euz beleien pere a offr donezonou hervez al lezen, pere a rent eur c’hult,

Ver Capítulo Copiar




Hebreed 8:4
11 Referencias Cruzadas  

Un eñvor eo da vibien Israel, ma ne dostafe ket un diavaeziad na vefe ket eus lignez Aaron evit kinnig c'hwezh-vat dirak an AOTROU, ha ma ne c'hoarvezfe ket evel gant Kora hag e strollad, hervez m'en doa lavaret an AOTROU dre Voizez.


Mirout a reot an urzhioù diwar-benn ar santual hag an urzhioù diwar-benn an aoter, evit na vo ken a gounnar a-enep mibien Israel.


Ouzhpenn, pep beleg en em zalc’h bemdez oc’h ober ar servij hag o kinnig meur a wech an hevelep aberzhoù, na c’hellont morse lemel ar pec’hedoù kuit,


Dre ar feiz e kinnigas Abel da Zoue un aberzh gwelloc’h eget hini Kaïn, drezi e voe disklêriet reizh, Doue o rentañ testeni d’e brofoù, ha drezi e komz c’hoazh petra bennak ma’z eo marv.


Rak pep beleg-meur kemeret e-touez an dud a zo lakaet evit an dud e traoù a sell ouzh Doue, evit ma kinnigo profoù hag aberzhoù evit ar pec’hedoù.


n’en deus ket ezhomm, evel ar veleien-veur, da ginnig bemdez aberzhoù, da gentañ evit e bec’hedoù e-unan, ha goude evit re ar bobl, rak graet en deus kement-se ur wech oc’h en em ginnig e-unan.


Pep beleg-meur a zo lakaet en e garg evit kinnig profoù hag aberzhoù, dre-se eo ret en defe ivez hemañ un dra bennak da ginnig.


Ur skeudenn e oa evit an amzer a-vremañ: kinniget e veze profoù hag aberzhoù na c’hellent ket lakaat peurvat e-keñver ar goustiañs an hini a rae al lid,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos