Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Hebreed 7:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Ar Melkizedek-se, roue Salem, beleg an Doue Uhel-Meurbet, a yeas war arbenn da Abraham pa zistroe goude bezañ trec’het ar rouaned, a vennigas anezhañ,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Rag ar Melkisedec‐man, roue Salem, ha beleg an Doue Souveren, eo a ieaz da zialben Abraham, pa oa o tistrei euz ar brezel en pehini hen doa gounezet var ar rouane, hag a vennigaz anezhan;

Ver Capítulo Copiar




Hebreed 7:1
17 Referencias Cruzadas  

Az pez truez, o Doue, az pez truez ouzhin! Rak va ene en em denn war-zu ennout. Tec'hout a ran dindan skeud da eskell, betek ma vo tremenet ar reuzioù.


Doue a zo anavezet e Juda, e anv a zo bras en Israel.


Soñj o doa e oa Doue o roc'hell, an Doue Uhel-Meurbet o dasprener.


Met temptañ ha daeañ a rejont an Doue Uhel-Meurbet, ha ne virjont ket e destenioù.


Kavet eo mat ganin reiñ da anavezout ar sinoù hag ar burzhudoù en deus graet em c'heñver an Doue Uhel-Meurbet.


O roue, roet en doa an Doue Uhel-Meurbet da Nebukadnezar da dad ar rouantelezh, ar veurdez, ar c'hloar hag an enor.


Kaset e voe kuit a-douez mibien an dud, e galon a zeuas da vezañ heñvel ouzh hini al loened, e chomlec'h a voe gant an ezen gouez, geot a vo roet dezhañ da zebriñ evel d'an ejened, glebiet e voe e gorf gant glizh an neñv, betek ma anavezas e ren an Doue Uhel-Meurbet war rouantelezh an dud, hag e ro anezhi d'an hini a fell dezhañ.


Gant petra ez in dirak an AOTROU hag e stouin dirak an Doue Uhel-Meurbet? Hag ez in gant loskaberzhoù, pe gant leueoù bloaz?


hag e lavaras o krial a vouezh uhel: Petra a zo etre te ha me, Jezuz, Mab an Doue Uhel-Meurbet? Da bediñ a ran dre anv Doue, na boagn ket ac’hanon.


O heuliañ Paol ha ni, e krie: An dud-mañ a zo servijerien an Doue Uhel-Meurbet hag a gemenn deoc’h hent ar silividigezh.


e-lec’h ma’z eo Jezuz antreet evidomp evel un diaraoger, o vezañ bet graet beleg-meur peurbadus hervez urzh Melkizedek.


hag a resevas ivez digant Abraham an deog eus kement en doa kemeret, a dalv da lavarout da gentañ roue ar reizhder hervez e anv, ouzhpenn a oa roue Salem da lavarout eo roue a beoc’h,


a zo hep tad, hep mamm, hep lignez, hep deroù a zeizioù na ziwezh a vuhez, met a zo rentet heñvel ouzh Mab Doue, a chom beleg da viken.


met eñ, ha ne oa ket eus an hevelep tiegezh evelto, a savas an deog war Abraham, hag a vennigas an hini en doa ar promesaoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos