Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Hebreed 3:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Rak kavet eo bet dellezek eus ur gloar dreist hini Moizez, dre ma’z eo brasoc’h enor an hini a sav an ti eget enor an ti e-unan.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

3 Hogen, countet eo bet dign euz a eur gloar dreist hini Moises, evel ma’z eo brassoc’h henor an hini hen deuz savet an ti, eged hini an ti he‐unan.

Ver Capítulo Copiar




Hebreed 3:3
11 Referencias Cruzadas  

Daouarn Zorobabel o deus soliet an ti-mañ, hag e zaouarn a echuo anezhañ, hag e ouezi ez on bet kaset davedoc'h gant AOTROU an armeoù.


Ha me a lavar dit ivez penaos ez out Pêr, ha war ar roc’h-mañ e savin va Iliz, ha dorioù lec’h ar marv ne drec’hint ket anezhi.


Rak ni a zo oberourien gant Doue. C’hwi eo park Doue, an ti a sav Doue.


Hogen ar ministrerezh a varv, hini al lizherennoù engravet war vein, a zo bet ken glorius ma ne c’helle ket mibien Israel sellout start ouzh dremm Moizez, abalamour da c’hloar e zremm, petra bennak ma tlee tremen,


Eñ eo penn ar c’horf, an Iliz, eñ eo ar penn-kentañ, ar c’hentañ-ganet a-douez ar re varv, evit ma talc’ho ar renk kentañ e pep tra.


Met gwelout a reomp Jezuz kurunet gant gloar hag enor; graet eo bet un nebeud izeloc’h eget an aeled dre ar marv en deus gouzañvet, evit dre c’hras Doue ma anavezje ar marv evit an holl.


Pep ti a zo bet savet gant unan bennak, hogen an hini a sav pep tra eo Doue.


met Krist a zo bet lakaet evel Mab da vestr war e di, ha ni eo e di, gant ma virimp betek an diwezh ar fiziañs start hag an esperañs a dennomp gloar diouti.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos