Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Hebreed 10:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 rak gwad an tirvi hag ar bouc’hed ne c’hell ket lemel ar pec’hedoù.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

4 rag impossubl eo e teufe goad ar c’holeou hag ar bouc’hed da lemmel kuit ar pec’hejou.

Ver Capítulo Copiar




Hebreed 10:4
19 Referencias Cruzadas  

Va dieub eus ar gwad skuilhet, o Doue, Doue va silvidigezh! Va zeod a gano kreñv da reizhder.


Lazhañ un ejen a zo evel muntrañ un den, aberzhiñ un oan a zo evel terriñ chouk ur c'hi, kinnig un donezon a zo evel skuilhañ gwad ur pemoc'h, ober un eñvoradenn ezañs a zo evel bennigañ direizhder. Dibabet o deus o hentoù, hag o ene a gemer plijadur en o euzhusted.


Petra am eus d'ober gant an ezañs eus Seba hag ar gorzenn frondus eus ur vro bell? Ho loskaberzhoù ne blijont ket din ha ne gavan ket dereat hoc'h aberzhoù.


Kemerit ganeoc'h komzoù, ha distroit d'an AOTROU. Lavarit dezhañ: Pardon an holl zireizhder, hon degemer mat, kinnig a reomp dit evel aberzh koleoù meuleudi hor muzelloù.


Trugarez a fell din ha nann aberzhoù, hag anaoudegezh Doue kentoc'h eget loskaberzhoù.


ha penaos karout anezhañ eus e holl galon, eus e holl soñj, eus e holl ene, eus e holl nerzh, ha karout e nesañ eveltañ e-unan a zo mui eget an holl loskaberzhoù hag ar sakrifisoù.


An deiz war-lerc’h, Yann a welas Jezuz o tont d’e gavout hag a lavaras: Setu Oan Doue, an hini a lam kuit pec’hed ar bed.


ha kement-se eo an emglev a rin ganto pa lamin o fec’hedoù.


Gant al lezenn eta emañ skeud ar madoù da zont met n’emañ ket eiladur gwirion an traoù; neuze ne c’hell morse, dre an hevelep aberzhoù a ginniger dalc’hmat bep bloaz, peurwellaat ar re a dosta.


Ouzhpenn, pep beleg en em zalc’h bemdez oc’h ober ar servij hag o kinnig meur a wech an hevelep aberzhoù, na c’hellont morse lemel ar pec’hedoù kuit,


Goude bezañ lavaret da gentañ: N’eo ket fellet dit aberzhoù na profoù na loskaberzhoù nag aberzhoù evit ar pec’hed, ha ne’c’h eus ket kemeret plijadur enno, daoust ma’z int kinniget hervez al lezenn,


Ur skeudenn e oa evit an amzer a-vremañ: kinniget e veze profoù hag aberzhoù na c’hellent ket lakaat peurvat e-keñver ar goustiañs an hini a rae al lid,


Gouzout a rit penaos eo en em ziskouezet evit lemel hor pec’hedoù ha penaos n’eus pec’hed ebet ennañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos