3 Mibien Gomer: Ashkenaz, Rifad ha Togarma.
Mibien Gomer a voe: Ashkenaz, Difad, Togarma.
Savit ur banniel war an douar, sonit ar shofar e-touez ar broadoù, kempennit a-enep dezhi ar broadoù, galvit a-enep dezhi rouantelezhioù Ararad, Minni hag Ashkenaz, lakait a-enep dezhi pennoù, grit d'ar c'hezeg pignat evel kilheien-raden a-bik.
Tud eus ti Togarma o deus pourvezet da varc'hadoù gant kezeg-tenn, kezeg-brezel ha muled.
Gomer hag e holl vagadoù, ti Togarma eus penn an hanternoz gant e holl vagadoù, ha meur a bobl a zo ganit.