Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Galated 4:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

24 An traoù-mañ a zo evel ur skeudenn, rak an div wreg-se a zo an daou emglev. Unan eus Menez Sinai, a c’han evit ar sklavelezh, Agar eo,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

24 An traou‐ze a zo eun imach; rag an diou vaouez‐ze a zo diou allians, unan euz a venez Sina, hag a c’han esclaved, hag honnes eo Agar.

Ver Capítulo Copiar




Galated 4:24
24 Referencias Cruzadas  

Lavarout a reas: Agar matezh Sarai, a-belec'h e teuez ha da belec'h emaout o vont? Respont a reas: Tec'hout a ran a-zirak Sarai va mestrez.


Setu lignez Ismael mab Abraham, an hini he doa ganet Agar an Ejipsianez matezh Sara da Abraham.


Kerzhout a raint war-lerc'h an AOTROU a yudo evel ul leon. Pa yudo, e teredo ar vibien gant hast eus ar c'huzh-heol.


evit ma vije peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed: Digeriñ a rin va genoù gant parabolennoù, disklêriañ a rin traoù kuzhet abaoe krouidigezh ar bed.


Ha n’hoc’h eus ket resevet ur spered a sklavelezh evit bezañ c’hoazh en aon, met resevet hoc’h eus ur Spered advugelañ a laka ac’hanomp da grial: Abba! Tad!


An holl draoù-se a c’hoarvezas ganto evit servijañ da skouer, hag int bet skrivet evit hon deskadurezh, deomp-ni hag a zo deuet d’an amzerioù diwezhañ.


hag o deus evet holl eus an hevelep evaj speredel, rak evañ a raent eus ar roc’h speredel a heulie anezho, hag ar roc’h-se a oa Krist.


rak Agar eo Menez Sinai en Arabia, hag e ra unan gant ar Jeruzalem a zo bremañ hag a zo e sklavelezh gant he bugale.


Evel-se ni ivez, pa oamp bugale, e oamp dindan sklavelezh kentañ kentelioù ar bed.


Chomit eta start er frankiz en deus Krist ho lakaet dieub enni, ha n’en em lakait ken a-nevez dindan yev ar sklavelezh.


Lavarout a reas: An AOTROU a zo deuet eus ar Sinai, hag a zo savet a-us dezho e Seir. Lugernet en deus eus menez Paran, deuet eo gant dekviliadoù santel, eus e zehou e teuas evito ul lezenn entanet.


Anavezout a rae e c’helle Doue zoken adsevel a-douez ar re varv, hag evel-se ec’h adkavas anezhañ evel dre ur seurt adsavidigezh a varv.


ouzh Jezuz, hanterour un emglev nevez, hag ouzh gwad ar sparfadur a lavar traoù gwelloc’h eget hini Abel.


An Doue a beoc’h, hag en deus degaset en-dro a-douez ar re varv mesaer bras an deñved dre wad an emglev peurbadus, hon Aotrou Jezuz,


Jezuz a zo evel-se deuet kret eus un emglev kalz gwelloc’h.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos