Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Filipiz 4:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Resevet em eus pep tra hag emaon er fonnder. Karget on bet a vadoù o resev dre Epafrodit ar pezh a zeu diganeoc’h evel ur prof a c’hwezh-vat, un aberzh degemeret ha kavet mat gant Doue.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

18 Hogen, recevet em euz pep tra, hag emoun en abondans; karget oun bet a vadou, o receo digant Epaphroditus ar pez hoc’h euz digasset d’in, evel eur baum a c’houez‐vad, eur sacrifis digemeret gant Doue, hag agreabl dezhan.

Ver Capítulo Copiar




Filipiz 4:18
15 Referencias Cruzadas  

Lakaat a ri da vogediñ an tourz a-bezh war an aoter. Ul loskaberzh eo d'an AOTROU , ur c'hwezh dudius, ur prof graet dre an tan d'an AOTROU .


ha pa reot ur prof dre an tan d'an AOTROU, ul loskaberzh, un aberzh evit seveniñ ur gouestl pe ur prof a-youl-vat, pe en ho kouelioù, evit leuskel ur c'hwezh dudius d'an AOTROU gant loened bras pe gant loened bihan,


un hanaf aour a zek sikl, leun a c'hwezh-vat,


O sellout pizh outañ ha gwall spouronet, e lavaras: Petra’ zo, Aotrou? Hag e lavaras dezhañ: Da bedennoù ha da aluzenoù a zo pignet evel un eñvoradur dirak Doue.


Ho pediñ a ran eta, breudeur, dre drugarez Doue, da ginnig ho korfoù en aberzh bev, santel, plijus da Zoue, ar pezh a zo ul lid dereat eus ho perzh.


Diwisket em eus Ilizoù all, o resev diganto ur gopr evit ho servijañ.


Rak servij ar prof-se a bourvez da ezhommoù ar sent, hag ouzhpenn c’hoazh eo leun a drugarekadennoù a vo rentet da Zoue gant meur a hini.


kerzhit er garantez, evel m’en deus Krist ivez hor c’haret hag eo en em ginniget e-unan da Zoue evidomp e prof hag en aberzh a c’hwezh vat.


Gouzout a ran bezañ en izelegezh ha gouzout a ran bezañ er fonnder. En holl ha dre holl em eus desket bezañ leuniet ha kaout naon, bezañ er fonnder ha bezañ en dienez.


Breudeur, ret eo deomp trugarekaat Doue dalc’hmat evidoc’h, evel ma’z eo dereat, abalamour ma kresk ho feiz muioc’h-muiañ ha ma fonn ar garantez hoc’h eus an eil e-keñver egile,


Ha n’ankounac’hait ober vad ha reiñ lod eus ho madoù, rak Doue a gemer plijadur en un hevelep aberzh.


C’hwi ivez, evel mein bev, a zo savet evit bezañ un ti speredel, ur velegiezh santel, evit kinnig aberzhoù speredel kavet plijus gant Doue dre Jezuz-Krist.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos