Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Filipiz 2:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Esperout a ran en Aotrou Jezuz kas deoc’h prest Timote, evit ma vin ivez kalonekaet o klevout diwar ho penn.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

19 Hogen esperoud a ran, en Aotrou Jesus‐Christ, e kassin hep‐dale Timoteus d’ho kavoud, evit m’am bezo ive courach, o klevet deuz ho kelou.

Ver Capítulo Copiar




Filipiz 2:19
22 Referencias Cruzadas  

Evel-henn e komz an AOTROU: Milliget eo an den a fiz en den, a laka er c'hig e nerzh, a zistro e galon diouzh an AOTROU.


hag ar broadoù a espero en e anv.


Dont a reas e Derb hag e Listra. Ha setu, bez’ e oa eno un diskibl anvet Timote, mab da ur Yuzevez hag a grede ha da un tad Gresian.


Izaia a lavar ivez: Dont a raio eus Jese ur wrizienn hag a savo da ren war ar broadoù, hag ar broadoù a espero enni.


Timote, va c’henlabourer, Lusiuz, Jason ha Sozipater, va c’herent, a salud ac’hanoc’h.


Abalamour da gement-se eo em eus kaset deoc’h Timote, va mab karet-mat ha feal en Aotrou. Degas a raio soñj deoc’h eus va hentoù e Krist ha penaos e prezegan dre holl en holl Ilizoù.


Ennañ emaoc’h ivez, o vezañ klevet ger ar wirionez, an Aviel eus ho silvidigezh, hag o vezañ kredet ennañ, oc’h bet siellet gant ar Spered-Santel a oa bet prometet,


Paol ha Timote, servijerien Jezuz-Krist, d’an holl sent e Jezuz-Krist a zo e Filipi, d’an eskibien ha d’an diagoned:


C’hwi evel-se, en em laouenait ivez, hag en em laouenait ganin.


Kaset em eus eta anezhañ gant kalz a hast, evit m’ho po levenez o welout anezhañ ha m’em bo nebeutoc’h a dristidigezh.


hag hon eus kaset Timote hor breur, ministr Doue, hor c’henlabourer en Aviel Krist, evit ho kalonekaat hag hoc’h aliañ diwar-benn ho feiz,


O vezañ ne c’hellen ket gortoz pelloc’h, em eus da glevout diwar-benn ho feiz, gant aon n’en dije an tempter touellet ac’hanoc’h ha na vije deuet hol labour da vezañ difrouezh.


Breudeur, ret eo deomp trugarekaat Doue dalc’hmat evidoc’h, evel ma’z eo dereat, abalamour ma kresk ho feiz muioc’h-muiañ ha ma fonn ar garantez hoc’h eus an eil e-keñver egile,


Dre-se ivez eo e c’houzañvan an traoù-mañ, met ne’m eus ket mezh rak gouzout a ran e piv em eus kredet, hag on asur penaos eo galloudek evit mirout ar pezh a zo bet fiziet ennon betek an deiz-se.


Kentoc’h e tlefec’h lavarout: Mar fell d’an Aotrou, e vevimp hag e raimp an dra-mañ pe an dra-se.


drezañ e kredit e Doue, eñ hag en deus e adsavet a-douez ar re varv ha roet dezhañ gloar, evit ma vije ho feiz hag hoc’h esperañs e Doue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos