Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ezdra 4:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Rehum ar pennrener, Shimshai ar sekretour, hag o c'henseurted all, Diniz, Afarsatkiz, Tarpeliz, Arfaziz, Arkeviz, Babilonianed, Suzankiz, Dehaviz, Elamiz,

Ver Capítulo Copiar




Ezdra 4:9
16 Referencias Cruzadas  

Mibien Sem a voe: Elam, Ashur, Arpaksad, Lud hag Aram.


Roue Asiria a gasas tud eus Babilon, eus Kuta, eus Ava, eus Hamad hag eus Sefarvaim, hag a lakaas anezho e kêrioù Samaria, e-lec'h mibien Israel. Hag e perc'hennjont Samaria, hag e chomjont en he c'hêrioù.


Rehum ar pennrener ha Shimshai ar sekretour a skrivas ul lizher diwar-benn Jeruzalem d'ar roue Artakserksez evel-henn:


En amzer-se, Tatnai gouarnour an tu-mañ d'ar stêr, Shetar-Boznai, hag o c'henseurted, a zeuas d'o c'havout hag a gomzas evel-henn outo: Piv en deus roet deoc'h urzh da sevel an ti-mañ ha d'ober ar mogerioù-se?


Setu amañ eilskrid al lizher a gasas Tatnai gouarnour an tu-mañ d'ar stêr, Shetar-Boznai, hag e genseurted Afarsatkiz eus an tu-mañ d'ar stêr, d'ar roue Dariuz.


Bremañ eta, Tatnai gouarnour an tu all d'ar stêr, Shetar-Boznai, hag ho kenseurted Afarsatkiz eus an tu all d'ar stêr, pellait ac'hane,


Hag e komzas dirak e vreudeur ha dirak soudarded Samaria o lavarout: Petra a ra ar Yuzevien digalon-se? O lezel a raimp d'ober? Hag ec'h aberzhint? Hag ec'h echuint hiziv? Hag e lakaint da advevañ ar vein eus ar bernioù poultr-se, pa'z int bet devet?


en amzer-se, evel ma oa azezet ar roue Asueruz war dron e rouantelezh e Suza ar gêrbenn,


ha ra lakaio ar roue kefridiourien en holl broviñsoù e rouantelezh, da zastum an holl verc'hed yaouank gwerc'h ha koant e Suza ar gêrbenn, e ti ar gwragez, dindan evezh Hegai spazhad ar roue, diwaller ar gwragez, ha ra vo roet dezho ar pezh a zo ret evit en em gempenn.


Ur weledigezh euzhus a zo bet disklêriet din. An toueller a douell, an distrujer a zistruj. Pign, o Elam! Seziz, o Media! Me a laka da baouez an holl hirvoudoù.


da holl rouaned Zimri, da holl rouaned Elam, da holl rouaned Media,


Komz an AOTROU a voe disklêriet d'ar profed Jeremiaz a-enep Elam, e penn-kentañ ren Sedesia roue Juda, er gerioù-se:


Eno emañ Elam, hag e holl engroez en-dro d'e vez. Holl int bet lazhet, diskaret gant ar c'hleze, diskennet int diamdroc'h da zonderioù an douar, int hag a skuilhe ar spont war zouar ar re vev, douget o deus o dismegañs gant ar re a ziskenn d'ar poull.


Sellout a ris er weledigezh, ha setu e welis e oan e Suza, penn-kêr proviñs Elam. Sellout a ris er weledigezh, hag e oan tost da stêr Ulai.


Parted, Meded, Elamiz, ar re o chom e Mezopotamia, e Judea, e Kapadokia, er Pont, en Azia,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos