Pa erruas tro Ester merc'h Abikail, eontr Mardoke, en doa he c'hemeret evel e verc'h, da vont da gavout ar roue, ne c'houlennas netra nemet ar pezh a lavarfe Hegai spazhad ar roue, diwaller ar gwragez. Ester a gave gras dirak an holl re a wele anezhi.
Ar rederien a hastas buan war c'hourc'hemenn ar roue, hag an urzh a voe ivez embannet e Suza ar gêrbenn. E-pad ma oa ar roue hag Haman azezet da evañ, kêr Suza a oa mantret.
Skrivet e voe eta en anv ar roue Asueruz, hag e voe siellet al lizheroù gant gwalenn ar roue. Goude e voent kaset dre rederien war gezeg pe war vuled ganet eus kezekenned.
An deizioù-se a zlee bezañ eñvoret ha lidet a oad da oad, e pep tiegezh, e pep proviñs, e pep kêr, hag an deizioù Pourim-mañ ne zleent ket mont da netra e-touez ar Yuzevien, na eñvoradur anezho mont da get e-touez o diskennidi.