Mar tavez en amzer-mañ, sikour ha silvidigezh a savo eus ul lec'h all bennak, met te ha ti da dad a yelo da get. Ha piv a oar ha n'eo ket evit un amzer evel houmañ ez out deuet d'ar rouantelezh?
Kae, dastum an holl Yuzevien a zo e Suza, yunit evidon, na zebrit ha na evit netra e-pad tri deiz, ken en noz evel en deiz, me ha va mitizhien a yuno ivez, ha goude ez in da gavout ar roue evel-se, petra bennak ma'z eo enep al lezenn, ha ma c'hoarvez e varvin, me a varvo!
evit ma c'houlennfent truez digant Doue an neñvoù diwar-benn an dra guzhet-se, evit na vefe ket lakaet d'ar marv Daniel hag e genseurted gant an dud fur all eus Babilon.