Hag e pep proviñs, el lec'hioù ma oa erruet urzh ar roue hag e gemenn, ar Yuzevien a voe en ur glac'har bras, o yunañ, o ouelañ hag oc'h hirvoudiñ. Kalz a c'hourveze war seier ha ludu.
Abalamour da-se e lavaran: Distroit diouzhin ho taoulagad, ma ouelin gant c'hwervded. Na hastit ket frealziñ ac'hanon diwar-benn diskar merc'h va fobl.
Goude e kasas Eliakim merour ar palez ha Shebna ar skrib, gant an henaourien a-douez an aberzhourien, goloet a seier, etrezek ar profed Izaia mab Amoz.
Hag eo hennezh ar yun a fell din en deiz ma c'hlac'har un den e ene? Plegañ e benn evel ur vroenenn, gourvez war ar sac'h hag al ludu? Hag ec'h anvi kement-se ur yun, un deiz dereat d'an AOTROU?
En abeg da-se e hirvoudin hag e c'harmin, mont a rin diwisk hag en noazh, leuskel a rin gouelvanoù evel an aourgon hag e kañvaouin evel ar struskañvaled.
Gwalleur dit, Korazin! Gwalleur dit, Betsaida! Rak ma vije bet graet e Tir hag e Sidon ar mirakloù a zo bet graet ennoc’h, pell zo e vijent kaout keuz o kemer ar sac’h hag al ludu.
Jozue a rogas e zilhad hag a gouezhas war e zremm d'an douar dirak arc'h an AOTROU betek an abardaez, eñ hag henaourien Israel, hag e taoljont poultr war o fenn.