Ester 2:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned16 Evel-se Ester a voe degaset d'ar roue Asueruz, d'e di roueel, d'an dekvet miz, a oa miz Tevet, er seizhvet bloaz eus e ren. Ver Capítulo |
Kerkent, d'an trede deiz warn-ugent eus an trede miz, a zo miz Sivan, skriverien ar roue a voe galvet. Hag e voe skrivet d'ar Yuzevien kement a c'hourc'hemennas Mardoke, da ofiserien, da c'houarnourien ha da briñsed ar proviñsoù a oa adalek India betek Etiopia, kant seizh proviñs warn-ugent, da bep proviñs hervez e zoare da skrivañ ha da bep pobl hervez e yezh, ha d'ar Yuzevien hervez o doare da skrivañ hag hervez o yezh.