Hag e komzas d'ar vodadenn o lavarout: Pellait bremañ diouzh teltennoù an dud fall-se ha na stokit ouzh netra a vefe dezho, gant aon na vefec'h kuzumet en abeg d'o holl bec'hedoù.
N’en em lakait ket dindan un hevelep yev gant ar re zifeiz. Rak peseurt heñvelded a zo etre ar reizhder hag an direizhder, ha petra a zo kumun etre ar sklêrijenn hag an deñvalijenn?
Klevout a ris ur vouezh all o tont eus an neñv a lavare: It kuit eus he c’hreiz, va fobl, gant aon n’ho pefe lod en he fec’hedoù ha n’ho pefe ivez lod en he goulioù,