Hag eo hennezh ar yun a fell din en deiz ma c'hlac'har un den e ene? Plegañ e benn evel ur vroenenn, gourvez war ar sac'h hag al ludu? Hag ec'h anvi kement-se ur yun, un deiz dereat d'an AOTROU?
Petra am eus d'ober gant an ezañs eus Seba hag ar gorzenn frondus eus ur vro bell? Ho loskaberzhoù ne blijont ket din ha ne gavan ket dereat hoc'h aberzhoù.
Resevet em eus pep tra hag emaon er fonnder. Karget on bet a vadoù o resev dre Epafrodit ar pezh a zeu diganeoc’h evel ur prof a c’hwezh-vat, un aberzh degemeret ha kavet mat gant Doue.
en hevelep doare ma en em renit en un doare dellezek eus an Aotrou, evit plijout dezhañ en holl draoù, o tougen frouezh e pep seurt oberoù mat hag o kreskiñ en anaoudegezh Doue,
Met mar he deus un intañvez bugale pe bugale vihan, ra zeskint da gentañ en em reiñ da zoujañ Doue e-keñver o zud o-unan ha da rentañ d’o c’herent ar pezh o deus resevet diganto, rak kement-se a zo mat ha plijus da Zoue.
Rak peseurt gloar a zeu deoc’h mar gouzañvit gant pasianted bezañ skoet pa hoc’h eus graet an droug? Met mar gouzañvit gant pasianted ar poan evit bezañ graet ar mad, kement-se a zo ur c’hras eus Doue.
C’hwi ivez, evel mein bev, a zo savet evit bezañ un ti speredel, ur velegiezh santel, evit kinnig aberzhoù speredel kavet plijus gant Doue dre Jezuz-Krist.
Goude David a c'hourizas e gleze war e zilhad, hag en em lakaas da gerzhout, rak n'en doa ket esaeet. David a lavaras da Saül: Ne c'hellan ket kerzhout, rak n'on ket boas. Ha David o lamas diwarnañ.