Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Efeziz 4:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Dioutañ ar c’horf a-bezh, urzhiet mat hag unanet start dre sikour an holl juntoù, a denn e greskañs hervez an nerzh roet da bep ezel, evit ma vo savet e-unan er garantez.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

16 euz a behini ar c’horf holl, o veza frammet‐mad hag unanet stard assambles, dre ar zicour a zeu dezhan euz he holl juntrou, a denn he grescans, hervez an nerz roet da bep ezel, evit ma vezo edifiet he‐unan er garantez.

Ver Capítulo Copiar




Efeziz 4:16
28 Referencias Cruzadas  

Me eo ar winienn, c’hwi eo ar brankoù. An hini a chom ennon ha me ennañ, hennezh a zoug kalz a frouezh, rak hepdon ne c’hellit ober netra.


Rak, evel ma hon eus meur a ezel en ur c’horf hepken ha n’o deus ket an holl izili an hevelep labour d’ober,


Evel ma ez eus ur bara hepken, ni evidomp da vezañ kalz n’omp nemet ur c’horf hepken, rak holl hon eus lod en hevelep bara.


Bremañ eta, e chom an tri dra-mañ: ar feiz, an esperañs, ar garantez. Met ar brasañ anezho eo ar garantez.


E-keñver an traoù aberzhet d’an idoloù, gouzout a reomp hon eus holl anaoudegezh. An anaoudegezh a c’hwez, met ar garantez a sav.


Met frouezh ar Spered a zo karantez, levenez, peoc’h, pasianted, madelezh, hegarated, feiz,


Rak e Jezuz-Krist an amdroc’h ne servij da netra, nag an diamdroc’h, met ar feiz o labourat dre ar garantez.


Evel-se en deus hon dibabet ennañ, a-raok krouidigezh ar bed, evit ma vimp santel ha didamall dirazañ er garantez,


evit ma chomo Krist en ho kalonoù dre ar feiz, hag evel-se, gwriziennet ha diazezet er garantez,


graet on bet ministr anezhañ dre zonezon gras Doue a zo bet roet din dre nerzh e c’halloud.


evit parfetidigezh ar sent, evit labour ar servij hag evit savidigezh korf Krist,


met, o lavarout ar wirionez er garantez, ma kreskimp en holl draoù en hini a zo ar penn, Krist.


Pediñ a ran evit kement-mañ, evit ma kresko ho karantez muioc’h muiañ e pep anaoudegezh hag e pep skiant,


hep en em stagañ ouzh ar penn, a laka ar c’horf a-bezh, unanet asambles dre ar juntoù hag al liammoù, da greskiñ hervez ar greskadurezh roet gant Doue.


evit ma vo o c’halonoù frealzet, ma vint ereet start asambles er garantez, ma vint pinvidikaet gant ur skiant peurvat, evit anavezout mister Doue, an Tad ha Krist,


o kaout soñj bepred, dirak Doue hon Tad, eus oberenn ho feiz, eus labour ho karantez hag eus started hoc’h esperañs en hon Aotrou Jezuz-Krist.


Setu perak ne baouezomp ket da drugarekaat Doue evidoc’h rak, pa hoc’h eus resevet ger Doue disklêriet deoc’h ganeomp, hoc’h eus e zegemeret nann evel ger an dud, met evel ma’z eo e gwirionez, evel ger Doue. Hag e labour gant nerzh ennoc’h-c’hwi ar re a gred.


ha ra lakaio ac’hanoc’h an Aotrou da greskiñ ha da fonnañ er garantez an eil e-keñver egile hag e-keñver an holl, evel ma hon eus-ni en ho keñver,


Breudeur, ret eo deomp trugarekaat Doue dalc’hmat evidoc’h, evel ma’z eo dereat, abalamour ma kresk ho feiz muioc’h-muiañ ha ma fonn ar garantez hoc’h eus an eil e-keñver egile,


Pal ar gourc’hemenn eo ar garantez a zeu eus ur galon c’hlan, eus ur goustiañs vat hag eus ur feiz wirion.


O vezañ sentet ouzh ar wirionez dre ar Spered, hoc’h eus glanaet hoc’h eneoù evit kaout ur garantez a vreur didroidell. En em garit gant dalc’h an eil egile gant ur galon c’hlan,


Ni hon eus anavezet ha kredet er garantez en deus Doue evidomp. Doue a zo karantez, hag an hini a chom er garantez a chom e Doue ha Doue ennañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos