Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Efeziz 4:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Eñ eo ivez en deus lakaet lod da ebestel, lod all da brofeded, lod all da avielourien, lod all da bastored ha doktored,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

11 Hen ive eo hen deuz lakeat lod da ebestel, ha lod da brofeted, ha lod da avielerien, ha lod da bastored ha da zoctored;

Ver Capítulo Copiar




Efeziz 4:11
19 Referencias Cruzadas  

E-pad pell eo bet Israel hep an Doue gwirion, hep aberzhour o kelenn, hep lezenn,


Hag e roin deoc'h mêsaerien hervez va c'halon, a beuro ac'hanoc'h gant anaoudegezh ha poell.


hag o teskiñ dezho mirout kement am eus gourc’hemennet deoc’h. Ha setu, emaon ganeoc’h bemdez betek fin ar bed. Amen.


Bez’ e oa en Iliz Antioch profeded ha doktored: Barnabaz, Simeon anvet Niger, Lusiuz ar Sirenad, Manahen a oa bet savet gant Herodez an tetrark, ha Saol.


Lakait eta evezh ouzhoc’h hoc’h-unan hag ouzh an holl dropell en deus ar Spered-Santel ho lakaet eskibien warnañ, da beuriñ Iliz Doue en deus prenet gant e wad e-unan.


An deiz war-lerc’h, Paol ha ni a oa gantañ a yeas kuit hag e teujomp da Gezarea. Mont a rejomp e ti Filip an avielour, unan eus ar seizh, hag e chomjomp eno.


pe an hini a servij, ra en em stago ouzh ar servij; pe an hini a gelenn, ra en em stago ouzh ar c’helenn;


Bez’ ez eus donezonoù disheñvel, met nemet ur Spered,


o vezañ bet savet war diazez an ebestel hag ar brofeded, ez eo Jezuz-Krist e-unan ar maen-korn;


ha n’eo ket bet disklêriet da vugale an dud en amzer tremenet evel ma’z eo disklêriet bremañ dre ar Spered d’e ebestel santel ha d’e brofeded,


Dre-se eo e lavar: O vezañ pignet d’an nec’h, en deus kaset dalc’het an dalc’herezh, hag en deus lodennet donezonoù d’an dud.


Met te, bez aketus en holl draoù, o c’houzañv ar glac’haroù, gra labour un avielour, seven da vinistrerezh en e bezh.


Rak e-lec’h ma tlejec’h abaoe pell zo bezañ mistri, ezhomm hoc’h eus c’hoazh da zeskiñ ar c’hentelioù kentañ eus komzoù Doue, hag oc’h deuet da gaout ezhomm a laezh kentoc’h eget a voued kreñv.


Met c’hwi, re garet-mat, ho pet soñj eus an traoù a zo bet rak-lavaret gant ebestel hon Aotrou Jezuz-Krist.


Neñv, en em laouena abalamour dezhi, kenkoulz ha c’hwi ebestel ha profeded santel. Rak Doue en deus graet warni barnedigezh hoc’h abeg.


Moger ar gêr he doa daouzek diazez, ha warno anvioù daouzek abostol an Oan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos