Faraon a lavaras da Jozef: Un huñvre am eus graet ha n'eus den ebet da reiñ an displegadenn anezhi. Klevet em eus lavarout e tisplegez un huñvre pa glevez anezhi.
Diouzh ar beure, e spered a voe strafuilhet hag e kasas da c'hervel holl hudourien hag holl re fur an Ejipt. Faraon a lavaras e huñvreoù met ne oa den evit o displegañ dezhañ.