Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Daniel 2:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

22 Eñ eo a ziskuilh an traoù don ha kuzhet, hag a anavez ar pezh a zo en deñvalijenn. Emañ ar sklêrijenn o chom gantañ.

Ver Capítulo Copiar




Daniel 2:22
37 Referencias Cruzadas  

Jozef a respontas da Faraon, o lavarout: N'eo ket me, Doue eo a roio da Faraon ur respont a beoc'h.


Lakaat a ra war wel an donderioù kuzhet en deñvalijenn, hag e tegas d'ar sklaerder skeud ar marv.


Lec'h ar marv a zo en noazh dirazañ, n'eus ket a ouel war an donder.


En em baket er sklêrijenn evel un dilhad, ec'h astenn an neñvoù evel un deltenn,


Tra guzhet an AOTROU a zo evit ar re a zouj anezhañ, ha reiñ a raio da anavezout dezho e emglev.


O gwalc'h a resevont eus fonnusted da di, hag e roez da evañ dezho e stêr da blijadurezh.


Piv a zo evel an den fur? Piv a anavez penaos eo an traoù? Furnez an den a ra lugerniñ e zremm, ha garvder e zoare a vo kemmet.


Ra ziskouezint anezho, ra zisklêrint deomp ar pezh a dle c'hoarvezout, ra zisklêrint petra 'zo deuet da vezañ an traoù kentañ, evit ma taolimp evezh outo ha ma'c'h anavezimp o diwezh; lakait ac'hanomp da glevout an traoù da zont,


Piv en deus henn disklêriet adalek ar penn-kentañ evit m'henn goufemp? Piv en deus henn lavaret en a-raok, ma lavarfemp: Reizh eo? Met den n'en deus henn disklêriet, den nen deus roet d'henn klevout, den n'en deus klevet ho kerioù.


Setu, c'hoarvezet eo an traoù kentañ hag e tisklêrian reoù nevez, hag o roan deoc'h da glevout a-raok m'en em gavint.


Me a stumm ar sklêrijenn, me a grou an deñvalijenn, me a ra an eurvad, me a grou ar gwalleur, me an AOTROU a ra kement-se.


Unan bennak, hag e c'hellfe en em guzhat en ur repu ma ne welfen ket anezhañ? eme an AOTROU. Ha ne leunian ket an neñvoù hag an douar? eme an AOTROU.


Va asped hag e respontin dit, hag e tisklêrin dit traoù bras ha kuzhet n'anavezez ket.


Ar pezh a c'houlenn ar roue a zo diaes-kenañ, n'eus den hag a c'hellfe diskuliañ anezhañ, nemet an doueoù, met o chomlec'h n'emañ ket e-touez ar c'hig.


Hag an dra guzhet a voe diskuliet da Zaniel en ur weledigezh e-pad an noz. Daniel a vennigas Doue an neñvoù.


Ar roue a respontas da Zaniel o lavarout: A-dra-sur ho Toue a zo Doue an doueoù hag Aotrou ar rouaned, hag e tiskuilh an traoù kuzhet, rak ec'h eus gellet diskuliañ an dra guzhet-se.


Bez' ez eus un den ez rouantelezh hag emañ spered an doueoù santel ennañ, hag en amzer da dad e voe kavet ennañ ur sklêrijenn, ur skiant hag ur furnez heñvel ouzh furnez an doueoù. Ar roue Nebukadnezar da dad, da dad o roue! en lakaas da vestr war an hudourien, ar steredourien, ar Galdeiz hag an divinourien,


Klevet em eus diwarnout emañ spered an doueoù ennout, hag ez eus ennout ur sklêrijenn ur skiant hag ur furnez dreist muzul.


Rak-se e komzan dezho dre barabolennoù, abalamour o welout ne welont ket hag o klevout ne glevont ha ne gomprenont ket.


ar sklêrijenn wirion hag a sklaera kement den a zeu er bed.


Lavarout a reas dezhañ an deirvet gwech: Simon mab Jona, hag ec’h eus karantegezh evidon? Pêr a voe glac’haret eus m’en doa lavaret an deirvet gwech: Hag ec’h eus karantegezh evidon? Eñ a lavaras dezhañ: Aotrou, anavezout a rez an holl draoù, gouzout a rez em eus karantegezh evidout. Jezuz a lavaras dezhañ: Mesa va deñved.


Neuze Jezuz a gomzas c’hoazh dezho hag a lavaras: Me eo sklêrijenn ar bed, an hini a heuilh ac’hanon ne gerzho ket en deñvalijenn, met bez’ en devo sklêrijenn ar vuhez.


Dre-se na varnit netra a-raok an amzer, betek ma teuio an Aotrou, a lakaio da vezañ sklaer an traoù kuzhet en deñvalijenn hag a ziskulio soñjoù ar c’halonoù. Neuze Doue a roio da bep hini e veuleudi.


ha n’eo ket bet disklêriet da vugale an dud en amzer tremenet evel ma’z eo disklêriet bremañ dre ar Spered d’e ebestel santel ha d’e brofeded,


An AOTROU en deus tennet anezho eus o douar, gant kounnar, fulor ha brouez bras, hag en deus o zaolet en ur vro all, evel ma weler hiziv.


an hini a zo dezhañ hepken an divarvelezh, a chom en ur sklêrijenn dreistdiraez, ne wel ket den ha ne c’hell ket den gwelout, a zo dezhañ an enor hag ar galloud peurbadus! Amen.


N’eus krouadur ebet hag a vefe kuzhet dirazañ, met an holl draoù a zo en noazh ha dizolo da zaoulagad an hini e tleomp rentañ kont dezhañ.


pep gras dispar ha pep donezon peurvat a zeu eus an nec’h hag a ziskenn eus Tad ar sklêrijenn, na vez ennañ na kemmadur na skeud a cheñchamant.


Kement-mañ eo an disklêriadur hon eus klevet digantañ hag a roomp da anavezout deoc’h: Doue a zo sklêrijenn ha n’eus teñvalijenn ebet ennañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos