Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Daniel 2:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 Daniel a gomzas o lavarout: Ra vo benniget anv Doue a-viskoazh ha da viken, rak dezhañ eo ar furnez hag ar galloud!

Ver Capítulo Copiar




Daniel 2:20
25 Referencias Cruzadas  

Benniget ra vo an Doue Uhel-Meurbet en deus lakaet da enebourien etre da zaouarn! Hag Abram a roas dezhañ an deog eus pep tra.


Benniget ra vo an AOTROU en deus roet diskuizh d'e bobl Israel, hervez kement en doa lavaret. N'eus ket kouezhet ur ger hepken eus an holl gomzoù mat en doa disklêriet dre Voizez e servijer.


Ha David a lavaras d'an holl vodadeg: Bennigit an AOTROU ho Toue! Hag an holl vodadeg a vennigas an AOTROU , Doue o zadoù. Hag e plegjont hag e stoujont dirak an AOTROU ha dirak ar roue.


Hag, o vezañ kemeret kuzul digant ar bobl, e lakaas kanerien d'an AOTROU evit meuliñ e veurded santel; o kerzhout dirak an arme, e lavarent: Meulit an AOTROU, rak e drugarez a bad da viken!


Hag al Levited Jezua, Kadmiel, Bani, Hashabnia, Sherebia, Hodija, Shebania ha Petakja a lavaras: Savit, bennigit an AOTROU ho Toue a holl viskoazh da holl viken! Ra vo benniget da anv glorius, a zo savet uheloc'h eget pep bennozh ha pep meuleudi!


Gantañ emañ ar furnez hag an nerzh, dezhañ eo ar c'huzul hag ar meiz.


Meulit an AOTROU! Meulit, c'hwi servijerien an AOTROU, meulit anv an AOTROU!


Ra vo benniget anv an AOTROU, a-vremañ ha da viken!


Met ni a vennigo an AOTROU, a-vremañ ha da viken. Meulit an AOTROU!


Meur eo hon Aotrou, e c'halloud a zo bras, e skiant a zo divent.


Va miret ec'h eus em eeunder, va lakaet ec'h eus da viken dirazout.


An hini a ginnig ar veuleudi da aberzh a ro gloar din, ha d'an hini a daol evezh ouzh e hent, me a ziskouezo silvidigezh Doue.


Na fiziit ket en taerder, ha na vezit ket touellet gant al laeroñsi. Mar kresk ar binvidigezh, na lakait ket enni ho kalon.


Din-me eo an ali hag an ijin, ar poell hag an nerzh.


bras e kuzul, nerzhus e burzhudoù, da zaoulagad a zo digor war holl hentoù mibien an dud, evit reiñ da bep hini hervez e hentoù hag hervez frouezh e oberoù.


Setu, furoc'h out eget Daniel, sekred ebet n'eo teñval evidout.


ha n’hon lez ket da gouezhañ en temptadur, met hon diwall diouzh an droug, rak dit eo ar ren, ar galloud hag ar gloar da viken. Amen.


D’an hini a c’hell ho tiwall a bep lamm hag ho lakaat d’en em ziskouez dinamm ha leun a levenez dirak e c’hloar,


Lavarout a raent gant ur vouezh kreñv: Dellezek eo an Oan a zo bet lakaet d’ar marv da resev galloud, pinvidigezh, furnez, nerzh, enor, gloar ha meuleudi.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos