An holl weledigezhioù a zo deuet evidoc'h evel komz ul levr siellet, a vefe roet da un den o c'houzout lenn, en ur lavarout dezhañ: Lenn kement-mañ! Hag a respontfe: Ne c'hellan ket rak siellet eo.
Ha da vare an diwezh, roue ar c'hreisteiz a stoko outañ, met roue an hanternoz a zeuio en e enep evel ur barr-avel gant kirri, marc'hegerien ha listri niverus. Dont a raio war an douaroù, en em stlabezo evel ur froud hag e tremeno.
P’o doe ar seizh kurun lakaet o mouezh da vezañ klevet, ez aen da skrivañ, met e klevis ur vouezh o tont eus an neñv a lavare din: Siell an traoù o deus ar seizh kurun lavaret ha na skriv ket anezho.