Oberourien ar skeudennoù kizellet n'int holl nemet netra, hag o oberennoù kaerañ ne servijont da vann ebet. Int o-unan a zo testoù a gement-se dezho: ne welont ket ha n'anavezont ket, evit ma vint mezhek.
Hag e labouro evel-se a-enep difennoù ar c'hreñvlec'hioù gant un doue estren, ha d'ar re a anavezo anezhañ, e kresko o gloar, o lakaio da ren war galz, hag e lodenno dezho ar vro da c'hopr.
Met ur bount eus he gwrizioù a savo en e lec'h. Dont a raio gant un arme, hag e yelo e kreñvlec'hioù roue an hanternoz d'oberiañ a-enep dezho, hag e vo galloudek.
Ar Spered a lavar start penaos, en amzerioù diwezhañ, hiniennoù en em zistroio diouzh ar feiz evit en em reiñ da speredoù touellus ha da gelennadurezhioù an diaouled,
marc’hadourezhioù aour, arc’hant, mein prizius, perlez, lin fin, limestra, seiz, tane, pep seurt koad a c’hwezh-vat, pep seurt traoù en olifant, pep seurt traoù e koad gwall brizius, en arem, en houarn hag e marmor,