Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Daniel 11:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

24 Dont a raio peoc'hiek war zouaroù druz ar proviñs, hag e raio ar pezh n'o deus ket graet e dadoù, na tadoù e dadoù. An diwisk, ar preizh hag ar madoù a skigno en o zouez, hag ec'h ijino divizoù a-enep ar c’hreñvlec’hioù, ha kement-se e-pad un amzer.

Ver Capítulo Copiar




Daniel 11:24
11 Referencias Cruzadas  

Hag e kemerjont kêrioù kreñv ha douaroù druz, hag e perc'hennjont tiez leun a bep seurt madoù, puñsoù toullet, gwini, olived ha gwez-frouezh e-leizh, hag e tebrjont hag o doe o gwalc'h, deuet int lart hag e vevjont er plijadurioù dre da vadelezh vras.


Ar prof a zo evel ur maen prizius dirak daoulagad an hini en degemer, pep kostez bennak ma vez troet, e plij.


Kalz a luban grad-vat ar priñs, ha pep hini a zo mignon d'an den a ro.


rak e kuzh e soñj e-barzh e ene. Debr hag ev, a lavaro dit, met e galon n'emañ ket ganit.


Hag o lakain da beuriñ en ur beurvan vat, o chomadur a vo e menezioù uhel Israel. Eno e tiskuizhint en ul lec'h mat hag e peurint ur beurvan druz war venezioù Israel.


Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: En deiz-se, soñjoù a savo ez kalon, hag ez po divizoù fall.


Met goude an emglev graet gantañ, e raio gant touellerezh, hag e pigno, hag e vo kreñv gant nebeut a dud.


Hag e lavaro gerioù a-enep an Uhel-Meurbet, hag e heskino sent an Uhel-Meurbet, hag e vo e-sell da cheñch an amzerioù hag al lezenn. Ar sent a vo lakaet etre e zaouarn e-pad un amzer hag amzerioù hag un hanter-amzer.


penaos eo an douar, mard eo druz pe treut, ma'z eus gwez warnañ pe nann. Kemerit kalon ha tapit frouezh ar vro. Neuze e oa amzer ar rezin kentañ.


Jezuz, oc’h anavezout o soñjezonoù, a lavaras: Perak hoc’h eus soñjoù fall en ho kalonoù?


Hag e rojont dezhañ dek ha tri-ugent pezh arc'hant eus ti Baal-Berid, hag Abimelek a c'hopraas ganto peorien-gaezh ha foeterien-hent a zeuas war e lerc'h.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos