Daniel 11:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned13 Roue an hanternoz a zistroio hag a zastumo ur maread brasoc'h eget an hini kentañ, hag a-benn bloavezhioù, a-dra-sur ec'h addeuio gant un arme vras hag aveadurioù bras. Ver Capítulo |
Hag e klevis an den gwisket gant lin a oa dreist doureier ar stêr; sevel a reas e zorn dehou hag e zorn kleiz etrezek an neñvoù, hag e touas dre an Hini a vev da viken, e vo a-benn un amzer hag amzerioù hag un hanter-amzer; ha pa vo echuet da stlabezañ nerzh ar bobl santel, an holl draoù-se a vo kaset da benn.