4 Bez' ez eus esperañs evit piv bennak a zo unanet d'an holl re vev, ha gwelloc'h eo ur c'hi bev zoken eget ul leon marv.
Peseurt esperañs eo hini an den dizoue, pa troc'ho Doue, pa lamo Doue e ene digantañ?
Kement-mañ a zo un droug e-touez an holl draoù a vez graet dindan an heol: pa c'hoarvez an hevelep gwalleur d'an holl. Evel-se e vez leun a drougiezh kalon an dud, emañ ar follentez en o c'halon e-pad o buhez, ha goude-se ez eont da di ar re varv.
Ar re vev, e gwirionez, a oar e varvint, met ar re varv n'ouzont netra. N'eus gopr ebet ken evito, rak o eñvor a zo ankouaet.
Lec'h ar marv ne veul ket ac'hanout, ar marv n'en em blij ket ennout; ar re a ziskenn er poull ne c'hellont ken gedal da fealded.