Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ar Prezeger 7:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Ar gwaskerezh a ra diboellañ an den fur, hag an donezon a vrein ar galon.

Ver Capítulo Copiar




Ar Prezeger 7:7
14 Referencias Cruzadas  

Ne zegemeri prof digant den, rak ar prof a ra dall ar re vuiañ sklêrijennet hag a goll gwirioù ar re reizh.


An den drouk a zegemer an donezon, evit diskar gwenodennoù ar varnedigezh.


Ar prof a zo evel ur maen prizius dirak daoulagad an hini en degemer, pep kostez bennak ma vez troet, e plij.


Goude-se ez on en em lakaet da sellout ouzh an holl waskerezhioù a vez graet dindan an heol. Ha setu, ar re wasket a skuilh daeroù, ha n'o deus frealzer ebet. An nerzh a zo e tu ar re o gwask, met evito n'eus frealzer ebet.


Mar gwelez en ur proviñs ar paour gwasket, an eeunder hag ar reizhder gwallet, na vez ket souezhet. Rak un den a zo savet uheloc'h eget an hini a zo uhel, hag a daol evezh outañ, ha bez' ez eus reoù uheloc'h egeto c'hoazh.


Gwelet em eus an holl draoù-se, ha lakaet em eus va c'halon da bep labour en em ra dindan an heol. Bez' ez eus un amzer ma ren an den war an den evit e walleur.


da briñsed a zo disent ha kenseurted laeron; holl e karont an donezonoù hag e redont war-lerc'h ar goproù, ne roont ket e wir d'an emzivad, kaoz an intañvez ne zeu ket betek enno.


An hini a gerzh er reizhder hag a gomz gant eeunder, a daol kuit ar gounid dizonest, a hej e zaouarn evit tremen hep kemer profoù, a stouv e zivskouarn evit chom hep klevout komzoù gwadus, a serr e zaoulagad evit tremen hep gwelout an droug,


Ne wei ket ar barnedigezhioù, ne ri van eus diavaez an dud, ne zegemeri ket donezonoù, rak an donezonoù a zall daoulagad ar re fur hag a vrein komzoù ar re reizh.


E-touez ar pobloù-se, ne vi ket sioul ha sol da droad n'en devo diskuizh ebet. An AOTROU a roio dit ur galon grenus, daoulagad enkrezet hag un ene trist.


Setu-me amañ. Roit testeni a-enep din dirak an AOTROU ha dirak e olevad. Digant piv em eus kemeret an ejen? Digant piv em eus kemeret an azen? Ouzh piv em eus graet gaou? Piv am eus gwasket? Eus dorn piv em eus kemeret ur prof evit serriñ va daoulagad warnañ? Daskoriñ a rin deoc'h.


Akish a lavaras d'e servijerien: Ha gwelout a rit ez eo diskiant an den-se? Perak hoc'h eus e zegaset din?


Met e vibien ne gerzhent ket war e hent, ha treiñ a raent diwarnañ evit klask ar gounid, hag e tegemerent donezonoù, hag e wallsient ar gwir.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos