Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ar Prezeger 2:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Eñvor an den fur ne bado ket pelloc'h eget hini an den diskiant, peogwir en deizioù da zont kement a zo a vo ankouaet. Penaos e varv ar fur evel an diskiant?

Ver Capítulo Copiar




Ar Prezeger 2:16
17 Referencias Cruzadas  

Hag e reas ar roue ur werz war Abner o lavarout: Abner, ha marvet eo evel ma varv un digalon?


an avel o vezañ tremenet warnañ, n'emañ ken, ha n'eo ken anavezet gant al lec'h m'edo.


evit ma kendalc'hint de vevañ da virviken, ha ma ne welint ket ar poull.


Hag e vo disklêriet da vadelezh er bez, ha da fealded en donder?


Jozef a varvas, hag e holl vreudeur hag an holl rumm-se ivez.


Sevel a reas war an Ejipt ur roue nevez n'en doa ket anavezet Jozef.


Ar furnez eus un den ijinus eo lakaat evezh ouzh e hent, met sotoni an amoeded a zo touellerezh.


Ne vez ket a eñvor eus an traoù a wechall, hag en hevelep doare ne vo ket a eñvor eus an traoù da zont e-touez ar re a zeuio diwezhatoc'h.


Ar fur en deus e zaoulagad en e benn, hag an diskiant a gerzh en deñvalijenn. Met gouezet em eus ivez ec'h erru un hevelep darvoud ganto holl.


Ha lavaret em eus em c'halon: Erruout a raio ganin evel gant an diskiant. Da betra e talv din bezañ bet furoc'h? Ha lavaret em eus em c'halon ez eo ivez kement-se avel.


Rak peseurt gounid a zo d'an den fur war an den diskiant? Peseurt gounid a zo d'ar glac'haret a oar en em ren e-touez ar re vev?


Gwelloc'h eo mont d'un ti a c'hañv eget mont d'un ti a fest, rak eno emañ diwezh pep den, hag an hini a zo bev a laka kement-se en e galon.


Ha neuze em eus gwelet ar re fall beziet, hag ar re o doa graet ar mad o deus tremenet; aet int pell eus al lec'h santel, ankouaet e kêr. Kement-se ivez a zo avel.


Met enni e oa un den paour ha fur a zieubas kêr dre e furnez. Met den n'en deus bet soñj eus ar gwaz paour-se.


Ar re vev, e gwirionez, a oar e varvint, met ar re varv n'ouzont netra. N'eus gopr ebet ken evito, rak o eñvor a zo ankouaet.


Neuze ar re a zouj an AOTROU o deus komzet en eil ouzh egile. An AOTROU en deus taolet evezh outo hag o selaouet. Skrivet ez eus bet ul levr-eñvor dirazañ, evit ar re a zouj an AOTROU hag o deus soñj eus e anv.


Hag evel ma’z eo ret d’an dud mervel ur wech, ha goude-se e teu ar varnedigezh,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos