Roue Siria a lavaras: Kae! Kae hag e kasin ul lizher da roue Israel. Hag ez eas, en ur gemer en e zorn dek talant arc'hant, c'hwec'h mil pezh aour ha dek dilhad nevez.
D'ar mestr-kaner; salm David. An diskiant en deus lavaret en e galon: N'eus Doue ebet! Breinet int, traoù euzhus o deus graet, n'eus den a rafe ar mad.
Den yaouank, bez laouen ez oad tener, ha ra lakaio da galon ac'hanout eürus en deizioù da yaouankiz, ha kerzh evel ma kas da galon ac'hanout hag hervez sell da zaoulagad. Met gouez e vi derenet da varnedigezh gant Doue evit an holl draoù-se.
Da ziwezhañ, eus kement o deus c'hoantaet va daoulagad ne'm eus nac'het netra; ne'm eus dalc'het levenez ebet ouzh va c'halon, rak va c'halon a zo bet laouen gant va holl labour, ar pezh a zo bet va lodenn eus va holl labour.
Ha lavaret em eus em c'halon: Erruout a raio ganin evel gant an diskiant. Da betra e talv din bezañ bet furoc'h? Ha lavaret em eus em c'halon ez eo ivez kement-se avel.
Setu perak em eus meulet al levenez, dre ma n'eus netra gwelloc'h evit an den dindan an heol, evel debriñ, evañ ha laouenaat. Kement-se eo ar pezh a vano gantañ eus e labour e-pad deizioù e vuhez a ro Doue dezhañ dindan an heol.
C'hwi holl hag a c'hwezh un tan hag a zo gourizet gant elf, it e-barzh flammoù ho tantad hag e-kreiz an elf hoc'h eus enaouet. Digant va dorn eo e teu deoc'h kement-se, e-kreiz ar poanioù e viot gourvezet.
Rak ni ivez a oa gwechall diskiant, disentus, diheñchet, dindan hon techoù hag hor plijadurioù direizh, o vevañ er fallentez hag en avi, dellezek a gasoni hag o kasaat an eil egile.