Ha prederiet em eus war an holl oberennoù o deus graet va daouarn, hag al labour e oan en em roet dezhañ evit o c'has da benn; ha setu pep tra a zo avel ha poan spered, ha n'eus gounid ebet dindan an heol.
Reiñ a ra furnez, anaoudegezh ha levenez d'an den a blij dezhañ. Met d'ar pec'her e ro ar garg da dapout ha da zastum evit reiñ d'an hini a zo kavet mat gant Doue. Kement-se ivez a zo avel ha poan spered.
Un den a zo e-unan, hep eiler, n'en deus na mab na breur, ha koulskoude n'eus ket a diwezh d'e holl labour; e zaoulagad zoken n'o deus biken o gwalc'h a binvidigezh. Ne lavar ket: Evit piv e labouran hag e laman eurvad digant va ene? Kement-se ivez a zo avel ha labour poanius.
Gortoz a raec'h kalz, ha setu nebeut eo bet! E gaset hoc'h eus d'ar gêr, met c'hwezhet em eus warnañ. Perak? eme AOTROU an armeoù. En abeg da'm zi, dre ma'z eo gwastet, e-pad ma hast pep hini evit e di e-unan.