Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ar Prezeger 1:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Peseurt gounid a zo d'un den eus an holl labour a ra dindan an heol?

Ver Capítulo Copiar




Ar Prezeger 1:3
23 Referencias Cruzadas  

Ha prederiet em eus war an holl oberennoù o deus graet va daouarn, hag al labour e oan en em roet dezhañ evit o c'has da benn; ha setu pep tra a zo avel ha poan spered, ha n'eus gounid ebet dindan an heol.


Kasaet em eus an holl labour am eus graet dindan an heol, dre ma lezin anezhañ d'an den a zeuio war va lerc'h.


Ha piv a oar hag-eñ e vo fur pe diskiant? Koulskoude e vo mestr war va holl labour ez on en em roet dezhañ, ha war ar pezh am eus graet gant furnez dindan an heol. Kement-se ivez a zo avel.


Petra a van gant un den eus e holl labour hag eus poan e galon, en deus en em skuizhet ganti dindan an heol?


Peseurt gounid en deus un den a labour eus e boan?


hag e kavan eürusoc'h eget an eil re hag ar re all, an hini n'eo ket bet c'hoazh, ha n'en deus ket gwelet an oberoù fall a vez graet dindan an heol.


En em lakaet on da sellout ouzh un avel all dindan an heol:


Setu amañ c'hoazh ur gwall-zroug, evel m'eo deuet ez a kuit, ha peseurt gounid en deus da vezañ labouret evit avel?


Setu ar pezh am eus gwelet: un dra vat ha dudius eo evit an den debriñ, evañ ha bezañ laouen, e-kreiz e holl labour en deus graet dindan an heol, e-pad deizioù e vuhez a ro Doue dezhañ, ar pezh a zo e lodenn.


Rak piv a oar ar pezh a zo mat evit an den en e vuhez, e-pad deizioù e vuhez a avel emañ o tremen evel ur skeud? Ha piv a c'hell lavarout d'un den ar pezh a vo war e lerc'h dindan an heol?


Ar furnez a zo koulz hag un hêrezh; hag ez eus ur gounid diouti evit ar re a wel an heol.


Gwelet em eus ivez ar furnez-mañ dindan an heol, hag e seblante din un dra bouezus.


Kement-mañ a zo un droug e-touez an holl draoù a vez graet dindan an heol: pa c'hoarvez an hevelep gwalleur d'an holl. Evel-se e vez leun a drougiezh kalon an dud, emañ ar follentez en o c'halon e-pad o buhez, ha goude-se ez eont da di ar re varv.


Evel-se o c'harantez, o c'hasoni hag o c'hoantoù a zo dija marv, ha n'o devo lod ebet biken e kement en em ra dindan an heol.


Perak e pouezit arc'hant evit ar pezh n'eo ket bara? Perak e labourit evit ar pezh na leugn ket? Selaouit ouzhin hag e tebrot ar pezh a zo mat, hag hoc'h ene a vo plijet gant ar pezh a zo gwellañ.


Setu, ha n'eo ket dre volontez AOTROU an armeoù e labour ar pobloù evit an tan, ha ma en em skuizh ar broadoù evit netra?


Da betra e servij ar skeudenn gizellet, evit ma rafe ar c'hizeller anezhi? Da betra e servij ar skeudenn deuzet a zesk ar gaou, evit ma lakafe an oberour en deus he graet e fiziañs enni? Oberiañ a ra idoloù mut.


Rak petra a dalvfe da un den gounit ar bed holl, ma kollfe e ene? Pe petra a rofe an den e trok ouzh e ene?


Na labourit ket evit ar boued a ya da goll, met evit an hini a chom betek ar vuhez peurbadus hag a vo roet deoc’h gant Mab an den. Rak Doue an Tad en deus e verket gant e siell.


bezit sentus ouzh ar seurt tud-se hag ouzh ar re holl a labour hag a gemer poan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos