Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ar Prezeger 1:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Komzet em eus em c'halon o lavarout: Setu em eus kresket ha brasaet e furnez, muioc'h eget an holl re a zo bet a-raok din e Jeruzalem, ha va c'halon he deus gwelet kalz a furnez hag a anaoudegezh.

Ver Capítulo Copiar




Ar Prezeger 1:16
20 Referencias Cruzadas  

Ne greden ket ar pezh a lavared, betek ma'z on deuet ha ma o deus gwelet va daoulagad. Ha setu, ne oa lavaret din nemet an hanter. Da furnez ha da vadoù a dremen ar pezh am boa klevet eus da vrud.


Furnez Salomon a oa dreist furnez holl vibien ar sav-heol, hag holl furnez an Ejipsianed.


Va servijerien o diskenno eus al Liban d'ar mor, ha goude e lakain anezho war ar mor dre radelloù, betek al lec'h ma ez po merket din. O lakaat a rin da vezañ distaget eno, hag e kemeri anezho. Hag e ri plijadur din en ur reiñ bevañs evit va zi.


Neuze Gehazi, servijer Elizea den Doue, a lavaras: Setu, va mestr en deus espernet Naaman ar Siriad, ha n'en deus ket degemeret eus e zorn ar pezh en doa degaset. An AOTROU a zo bev! Me a redo war e lerc'h, hag em bo un dra bennak digantañ.


Hag Huram a lavaras: Benniget ra vo an AOTROU Doue Israel, en deus graet an neñvoù hag an douar, en deus roet d'ar roue David ur mab fur gant skiant-varn ha meiz, a ya da sevel un ti d'an AOTROU hag un ti roueel evitañ.


Gouezit penaos en deus dibabet an AOTROU ur c'haret-mat. An AOTROU a glev ac'hanon pa grian dezhañ.


Soñjal a raen en deizioù a wechall, e bloavezhioù an amzer dremenet.


Lavaret em eus em c'halon: Deomp ma amprouin ac'hanout bremañ dre al levenez, hag e tañvai an eurvad. Met setu kement-se ivez a zo avel.


Ha lavaret em eus em c'halon: Erruout a raio ganin evel gant an diskiant. Da betra e talv din bezañ bet furoc'h? Ha lavaret em eus em c'halon ez eo ivez kement-se avel.


Kresket em eus ha brasaet muioc'h eget an holl re a zo bet a-raok din e Jeruzalem. Ha zoken va furnez a zo chomet ganin.


Lavaret em eus em c'halon: Doue a varno an den reizh hag an den fall, rak eno ez eus un amzer evit pep mennozh hag evit pep oberenn.


a lavar: Sevel a rin din un ti bras ha kambroù frank, a doull prenestroù, a lambrusk gant sedrez, hag a liv e ruz.


ar roue a gomzas o lavarout: Ha n'eo ket houmañ Babilon an hini vras, am eus savet evit bezañ chomlec'h ar roue gant nerzh va galloud, evit gloar va splannder?


Met ar boued kreñv a zo evit an dud en oad, evit ar re hag o deus dre gustum o skiant doareet da ziforc’hiñ ar mad diouzh an droug.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos