Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ar Prezeger 1:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Ha bez' ez eus un dra ma vije lavaret diwar e benn: Sell 'ta, nevez eo? Bet eo dija er c'hantvedoù a zo bet araozomp.

Ver Capítulo Copiar




Ar Prezeger 1:10
10 Referencias Cruzadas  

Ne vez ket a eñvor eus an traoù a wechall, hag en hevelep doare ne vo ket a eñvor eus an traoù da zont e-touez ar re a zeuio diwezhatoc'h.


Ar pezh a zo bet eo ar pezh a vo, ar pezh a zo bet graet eo ar pezh a vo graet, n'eus netra nevez dindan an heol.


Goude em eus troet da brederiañ war ar furnez, ha war ar sotoni hag ar follentez. Rak petra a raio an den a zeu war-lerc'h ar roue? Ar pezh a zo dija bet graet.


Anvet eo bet dija dre e anv ar pezh a zo. Ha gouezet e vez piv eo an den, ha penaos ne c'hell ket stourm a-enep an hini a zo kreñvoc'h egetañ.


en em laouenait ha tridit gant levenez, rak ho kopr a vo bras en neñvoù; rak evel-se eo bet gwallgaset ar brofeded a zo bet araozoc’h.


Tud a c’houzoug reut, diamdroc’h a galon hag a zivskouarn, stourm a rit bepred ouzh ar Spered-Santel. C’hwi a zo heñvel ouzh ho tadoù.


Evel m’o deus Jannez ha Jambrez enebet ouzh Moizez, evel-se ivez ar re-mañ a eneb ouzh ar wirionez, tud a skiant hudur ha kollet e-keñver ar feiz.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos